.338 Winchester Magnum

An .30-06 Winchester Magnum, anvet ivez .338 Win Mag zo ur munision armoù-skoaz ijinet e 1958 gant an embregerezh stadunanat Winchester evit e garabinenn Model 70 Alaskan[1]. Ur stumm berraet eus ar gartouchenn .375 H&H Magnum eo[2], evel an .300 Winchester Magnum gwerzhet abaoe 1963[3].

.338 Winchester Magnum
Skeudenn ar pennad .338 Winchester Magnum

Kartouchennoù .375 H&H Magnum (a-gleiz) ha .338 Win Mag (a-zehou)
Doare
Kalibr .338
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare korf an douilhez kreuzenn, gouriz
Doare skeiñ e-kreiz
Mare implij Abaoe 1906
Muzulioù
Ø bannadell 8,6 mm (0,338 meutad)
Ø kolier 9,4 mm
Ø skoaz 12,5 mm
Ø korf an douilhez 13 mm
Ø strad 13,5 mm
Tevder ar strad 1,3 mm
Hirder an douilhez 63,5 mm
Hirder ar gartouchenn 84,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 13 ha 18 g
Tizh o vont e-maez V0 Etre 759 ha 800 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 5.130 ha 5.312 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Implij

kemmañ

En Norzhamerika eo an .338 Win Mag ur c'halibr poblek-tre evit chaseal loened bras evel ar wapitied pe an elaned[1]. E Frañs hag en Europa dre vras e vez implijet kalz nebeutoc'h p'eo poblekoc'h an .300 Win Mag evit ar jiboez bras. Un nebeud chaseourien eno a ra memestra gant an .338 Win Mag evit an huadegoù[3].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) HAWKS Chuck, The .338 Win Mag, war ChuckHawks.com (lennet d'an 29/08/2024)
  2. (en) MUSHIAL Gregory J., 338 Winchester Magnum, war gmdr.com (lennet d'an 29/08/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) BUSZKOWSKI Frédéric, Idéal pour les tirs de battue et pourtant méconnu: Le calibre 338 Winchester Magnum, chassons.com, 30/04/2024 (lennet d'an 29/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan