25vet rann Waffen Grenadier eus an SS Hunyadi (1añ Hungariat)

Ar 25vet rann Waffen Grenadier eus an SS Hunyadi (1 Hungariat) (alamaneg: 25. Waffen-Grenadier-Division der SS Hunyadi (ungarische Nr.1.)) a oa un unvez eus ar Waffen-SS e-pad an Eil Brezel-bed. Krouet e oa bet e miz Du 1944 ur wech kaset d'an traoñ gouarnamant hungariat Miklós Horthy, darn ar soudarded a oa reoù tennet diouzh an 13vet divizion roueel hungariat eus an Honvéd. Biken ne voe savet da vat, na dafaret, na gourdonet. Ur wech kilet diouzh ar c'hamp gourdoniñ dre ma oa al Lu Ruz o tostaat, kodianet e oa d'an United States Army en Aostria e Mae 1945.

25vet rann Waffen Grenadier eus an SS Hunyadi
Grenadier Division
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
Anv er yezh a orin25. Waffen-Grenadier-Division der SS Hunyadi (ungarische Nr. 1), 25. Waffen-SS Gránátos Hadosztály Hunyadi (1. magyar) Kemmañ
Floruit1944 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luWaffen-SS Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Aozadur mammTrede Reich Kemmañ
Deiziad1944 Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ

An divizion a oa anvet da gentañ 25. SS-Freiwilligen Grenadier Division gant an alamanted, goude-se e oa bet kemmet an anv evit 25. Waffen-Grenadier-Division der SS "Hunyadi" (ungarische Nr. 1). Al lesanv Hunyadi a oa bet ouzhpennet evit enoriñ ar jeneral hungariat eus ar XVvet kantved John Hunyadi. Savet e Du 1944 goude ma vije bet skarzhet ren hungariat Miklós Horthy gant an alamanted, savet e oa bet en ur gemer soudarded eus 13vet divizion roueel hungariat eus an Honvéd, ha lod eus ur batailhon skierien. E miz Genver 1945, an 20 000 soudard a oa prest da sevel an divizion a voe kaset e kamp gourdoniñ alaman Neuhammer, met nebeut armoù a oa kement evit ar c'harbedoù evit dafariñ anezho. Ouzhpenn-se ar pourvezioù a oa nebeut anezho. E miz C'hwevrer 1945, al Lu Ruz a oa o tostaat diouzh ar c'hamp gourdoniñ, ar bagadoù soudarded a voe kilet trumm, ha tizhet o devoa Aostria e miz Ebrel. Ur C'hampfgruppe a oa bet laosket evel gward diadreñv en Neuhammer a voe distrujet holl. Peurrest an divizion a voe implijet er stourm evit ar wech kentañ d'an 3 a viz Mae, o stourm a-enep unvezioù eus an 3de Arme stadunanat. Kodianet e oa ar 25vet rann Waffen Grenadier eus an SS Hunyadi d'ar stadunaniz nepell diouzh Attersee goude daou zevezh stourm.

Anvioù disheñvel

kemmañ
  • Ebrel 1944 : 25. SS-Freiwilligen Grenadier Division
  • Du 1944 : 25. Waffen-Grenadier Division der SS Hunyadi (ungarische Nr.1).

Pennoù

kemmañ
Penn kentañ Dibenn Derez-karg Anv
Du 1944 Du 1944 Oberführer Thomas Müller
Du 1944 Ebrel 1945 Gruppenführer Jozef Grassy

Aozadur an unvez

kemmañ
  • Waffen-Grenadier-Regiment der SS 61 (ungarisches Nr. 1)
  • Waffen-Grenadier-Regiment der SS 62 (ungarisches Nr. 2)
  • Waffen-Grenadier-Regiment der SS 63 (ungarisches Nr. 3)
  • Waffen-Artillerie-Regiment der SS 25
  • Waffen-Ski-Bataillon 25
  • SS-Divisions-Füsilier-Bataillon 25
  • SS-Panzerjäger-Abteilung 25
  • SS-Veterinär-Kompanie 25
  • SS-Feldersatz-Bataillon 25
  • SS-Versorgungs-Regiment 25

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ