Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol

(Adkaset eus ABEP)

Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol pe ABEP (e saozneg, yezh ofisiel an aozadur: Organization of the Petroleum Exporting Countries, OPEC) a zo ur c'henemglev etre an daouzek bro hag a ezporzh eoul-maen, en o zouez Aljeria, Angola, Ecuador, Iran, Irak, Koweit, Libia, Nigeria, Katar, Arabia Saoudat, an Emirelezhioù Arab Unanet, ha Venezuela.

Banniel ABEP
Kartenn ar broioù ezel e 2008

E Vienna emañ penngarter ABEP abaoe 1965, eno e vez aozet emvodoù gant ministred an eoul-maen ar stadoù izili. Aet eo Indonezia e-maez an aozadur e 2008, p'eo deuet da enporzhiañ al lodenn vrasañ eus he eoul-maen, met disklêriet he deus ar vro e teufe en-dro pa vo un ezporzhier rik er bed adarre.

Hervez statudoù ABEP eo e bal pennañ divizout an doareoù da warantiñ interestoù ar c'henemglev, evit an holl hag evit pep hini. Klask a ra stabilaat prizioù an eoul-maen er marc'hadoù etrebroadel, a-benn dilamat monedoneoù noazus ha diret; kemer e kont atav interestoù ar broioù a brodu eoul-maen hag ar redi da warantiñ gounidegezh reoliek dezho; pourchas eoul-maen en un doare efedus hag ingal d'ar broioù a bren anezhañ, ha gounidegezh reizh kevala ar re a bost arc'hant e greanterezh an eoul-mae.

Abeg o deus kavet tud zo e levezon ABEP war ar marc'had, abaoe m'eo erruet efedus evit strishaat ar produadur hag ar prizioù. Chalet e oa bet broioù ar C'hornôg gant emzalc'h izili arab ABEP, pa oa bet implijet ganto "arm an eoul-maen" e-pad brezel Kippour, en ur lakaat e pleustr berzioù war an eoul-maen ha reiñ lusk da enkadenn an eoul-maen e 1973. Daoust ma c'heller displegañ dibab ar mare ha kresk ar prizioù gant ar politikerezh, e oa deuet ar c'hemmoù-se, hervez ABEP, abalamour da gemmoù untu e bed an arc'hant, ha da heul, kresk ar monc'hwezh er bed a-bezh. Gant an displegadur-mañ e tisklêr ABEP ne oa broioù ABEP nemet "reizh" en ur gresk priz an eoul-maen.

Aet eo galloudegezh ABEP da reoliañ priz an eoul-maen war-ziskar abaoe, abalamour m'eo bet diorroet mirlec'hioù eoul-maen en Alaska, Mor an Hanternoz, Kanada, Pleg-mor Mec'hiko, ha Rusia, koulz hag abalamour da vodernizadur ar marc'hadoù. Gant broioù ABEP emañ c'hoazh an div drederenn eus eoul-maen ar bed, hag e miz Ebrel 2009, 33.3% eus produadur eoul-maen ar bed, ar pezh a ro dezho ul levezon vras war ar marc'had hollek. Ar rummad produerien a zeu war-lerc'h, izili Aozadur evit ar c'henober hag an diorren ekonomikel hag ar stadoù bet soviedel a brodue 23.8% ha 14.8% eus produadur eoul-maen ar bed nemetken. E 2003 e voe chalet tud zo e c'hellfe levezon ABEP war priz an eoul-maen bihanaat c'hoazh, dre ma ne c'hellfemp ket produiñ kalz muioc'h.

E 2015:

Liammoù diavaez

kemmañ