Abaris Hyperboreos
Abaris Hyperboreos (Αβάρις Υπερβορέος, Abáris Hyperboréos, gant Platon) a oa un den fur hervez mojennoù Hellaz kozh. Beleg e oa da Apollon, en amzerioù a-raok brezel Troia, pe, hervez doareoù all, en amzer Pythagoras.
Abaris Hyperboreos
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Hyperborea |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Micher | Apollo priest, therapist, arkitektour |
Perc'henn war | Abaris's arrow |
Skit pe Hyperborean e oa, beajiñ a rae dre Hellaz, ha brud en devoa en Aten dreist-holl. Digant Apollon en devoa bet ur saezh, ha hervez Herakleides Pontikos e nije ganti (tro ar bed en dije graet evel-se, hep debriñ tamm), hag ouzhpenn-se e oa bet roet dezhañ ar galloud da ziouganañ. Brud en doa ivez da vout medisin, ha hervez Platon[1] e paree an ene koulz hag ar c'horf dre ganoù-pareañ (epodai). Savet en dije un templ da Persefone e Sparta, hervez Paosanias[2].
En arz
kemmañ- Meneget eo e anv er c'hoarigan gallek les Boréades (1764), savet gant ar sonaozour gall Rameau. Beleg-meur Apollon eo Abaris, ha mab kuzh an doue. Karet eo gant ar rouanez Alphise, a zo ret dezhi dimeziñ da unan eus mibien Boreas. Gant e saezh hud e vo trec'h dezho.
Notennoù
kemmañ- ↑ C'harmides 158C
- ↑ Deskrivadur Hellaz 9.10