Abhainn Chluaidh
An Abhainn Chluaidh (distagadur gouezelek IPA : [avɪɲˈxɫ̪uəj]), Clyde e saozneg (distaget: LFE: [klaɪd]), Afon Clud e kembraeg ha diwar-se Stêr Klud[1] a-wechoù e brezhoneg, eo trede stêr hirañ Bro-Skos. Tremen a ra dre gêr C'hlasc'ho. A bouez bras eo bet greanterezh ar sevel listri war lez ar stêr da vare an Impalaeriezh trevadennel saoz.
Abhainn Chluaidh | |
---|---|
Abhainn Chluaidh e Broomielaw, Glasc'ho | |
Bro | Bro-Skos |
Kontelezhioù | Earra-Ghàidheal agus Bòd (Argyll & Bute) Siorrachd Inbhir Àir (Argyllshire) Siorrachd Dhùn Bhreatainn (Dumbartonshire) Inbhir Chluaidh (Inverclyde) |
Eienenn | Lowther Hills Siorrachd Lannraig a Deas 55°24'23.8"N – 3°39'08.9" K |
Hirder | 176 km |
Diazad | 4 000 km² |
Genoù | Linne Chluaidh (Firth of Clyde) 55°40'46.3" N– 4°58'16.7" K |
Anv
kemmañ- Hervez A. L. F. Rivet & Colin Smith[2] :
- • Tacitus, Agricola 23, 3 : CLOTA
- • Ptol. II, 3, 1 : CLOTA AESTUARIUM
- • IM 5091 : INSULA CLOTA (/ GLOTA) INVERIONE
- • Ravenna 1094 : CLED
Talvoudegezh : diwar * clou- ("gwalc'hiñ") = glanaerezh, puraerez
- Buhez sant Gweltaz(Daveoù a vank) : genidig eus Arecluta = bro war dro ar stêr *Cluta ; eus Strad-Cluyd e Buhez ar Sent 1912.
Red
kemmañ
C'hoarvezout a ra ar stêr Clyde eus kember div wazh-dour, an Daer Water (o tont eus mirlenn an Daer Reservoir) hag ar Potrail Water. An hent-baleerien Southern Upland Way a dreuz an div wazh a-raok dezho kejañ da ober ar stêr Clyde da vat e Watermeetings. Ac'hano n'eus nemet 8 km betek Tweed's Well, eienenn ar stêr Tweed ha 10 km eus an Devil's Beef Tub, eienenn ar stêr Annan. Neuze e kammdro war-du ar biz a-raok treiñ etrezek ar c'hornôg da dizhout kêr Lannraig. War lez ar stêr e voe savet milinoù gant greantourien eus an XIXvet kantved, David Dale ha Robert Owen, hag o ensavadur New Lanark. Ar milinoù a implij nerzh Lammoù-dour ar stêr Clyde, ha Cora Linn eo anv an hini fromusañ. Ul labouradeg da genderc'hañ tredan zo eno c'hoazh, petra bennak ma'z eo bet troet ar miiinoù d'ur midi ha d'ur World Heritage Site. |
Alese e red a-dreuz ar chanterioù sevel bigi, dre garterioù Baile a' Ghobhainn (Govan), Partig (Partick), Innis Bhàn (Whiteinch), Scotstoun ha Bruach Chluaidh (Clydebank), chanterioù sevel listri an holl anezho ; daou hepken a chom.
Redek a ra ar stêr er-maez eus Glasc'ho dre ar gornaoueg, hebiou Rinn Friù (Renfrew), ha dindan ar pont anvet Erskine Bridge goude Dùn Breatann (Dumbarton) war glann an norzh, betek traezhennoù Ardmore Point etre Càrdanros (Cardross) ha Baile Eilidh (Helensburg). En tu enep, war glann ar su, e kendalc'h ar stêr hebiou ar chanterioù diwezhañ e Port Ghlaschu (Port Glasgow) war-du Grianaig (Greenock) ma tizh Tail of the Bank ha ma kej gant Linne Chluaidh (Firth of Clyde).
Notennoù
kemmañ- ↑ Notennou diwar-benn ar Gelted koz, M. Mordiern, p. 24
- ↑ (en) RIVET, A. L. F. & SMITH, Colin : The Place-Names of Roman Britain, Batsford Ltd., 1979 (ISBN 978-0-7134-2077-7)