Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur yezh Abstand (alamaneg : Abstandsprache [ˈapʃtantˌʃpraːxə]), "yezh pellek") zo ur seurtad yezhel ken disheñvel diouzh an holl yezhoù all ma ne c'hallfed ket lavaret ez eo-hi ur rannyezh eus nikun anezho. Ne dalv ket kement-mañ n'he deus liamm ebet gant yezh all ebet, met kentoc'h n'eus yezh all ebet a c'hallfed ober ganti, pe dre gomz pe dre skrid, evit bezañ komprenet gant an dud a ra gant ar yezh-se.

Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan yezhoniel, evit ar yezhoù pellek, hag unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant ar politikerezh pe ar sevenadur, ne vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all nemet diwar o ferzhioù frammadel.

Da skouer, yezhoù pellek eo ar brezhoneg, an euskareg, ar galleg, ar c’hastilhaneg hag ar c’hembraeg, rak ne c’hell ket yezherien ar yezhoù-se en em gompren kenetreze. Koulskoude ez eo kar ar brezhoneg hag ar c’hembraeg eus un tu, hag ar c’hastilhaneg hag ar galleg eus un tu all.

Levrlennadur

kemmañ

Gwelit ivez

kemmañ