Alain Helory
Alain Helory a voe eskob Treger eus 1330 da 1338[1].
Chaloni Kastell-Paol e oa pa voe anvet da eskob Treger, war-lerc'h Yves de Boisboissel
Er bloaz 1334 e c'hourc'hemennas da veleien eskopti Treger enoriñ sant Tual/Tugdual, patron an eskopti, hag Erwan Helory/Heloury a Gervarzhin, ha ne oa ket santelezet c'hoazh[2]. Kement-se a reas evit pouezañ war ar pab.
Ne ouzer ket ha kar da Sant Erwan e oa Alain Helory[3]
Richard du Perrier a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Notennoù
kemmañ- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- ↑ Santelezet e voe d'an 19 a viz Mae 1347 gant ar pab Klemañs VI.
- ↑ Evit Pol Potier de Courcy, an ardamezioù hag ar sturienn zo heñvel.