Richard du Perrier
Richard du Perrier a voe eskob Treger eus 1338 da 1353[1],[2].
Sakret eo bet gant arc'heskob Teurgn er bloaz 1338, war-lerc'h Alain Helory.
Adalek ar bloaz 1339 e lakaas ledanaat e iliz-veur. Mes stanket eo bet abalamour da vrezel diabarzh, anvet Brezel Herez Breizh, pa oa bet aloubet kêr Landreger gant ar Saozon, hag e zispenne an ilizoù.
Kastell ha kêr ar Roc'h-Derrien a oa bet aloubet ivez gant ar Saozon, bet trec'h eno war Charlez Bleaz e 1347.
Aotre a voe roet gant ar pab d'an eskob da ziveziañ korf sant Erwan evit e saveteiñ.
D'an 19 a viz Mae 1347, ar pab Klemañs VI, en Avignon, a lakaas Erwan Helouri war roll sent an iliz katolik.
Robert Paynel e bignas war e lerc'h war gador eskopti Treger.