Alamaneg ar Vennonited

yezh
(Adkaset eus Alamaneg ar Venonited)

Ur yezh c'hermanek eus skourr ar germanek izel eo alamaneg ar Vennonited (Plautdietsch) komzet gant ar Vennonited (e saozneg : Mennonites).

Hiziv e vez komzet ar yezh e Paraguay, Mec'hiko, Ukraina, Alamagn, Kanada (dreist-holl e Manitoba ha Saskatchewan), Brazil, Belize hag ar Stadoù Unanet.

A orin izelvroad eo ar Vennonited daoust ha ma'z eo alamanek ar yezh a vez komzet gante, bet desket gante pa vezent o klask repu er XVIvet kantved, o vont kuit en XVIIIvet kantved betek en em staliañ en Ukraina hag e Rusia dreist-holl. Meur a Vennonit a veajas betek Norzhamerika ivez, oc'h en em staliañ dreist-holl e Kanada ha Stadoù-Unanet Amerika ha lod all a arruas ivez e Su Amerika, dreist-holl e Paraguay ha Mec'hiko hag eno e oa bet levezonet o alamaneg gant ar spagnoleg.

Daou vloc'had rannyezhel pennañ zo :

  • Rannyezh an drevadennerion nevez
  • Rannyezh an drevadennerion gozh

O vont da get emañ ar yezh e-touez ar re yaouank a orin rusek o chom e Norzhamerika dreist-holl .

Gwelet ivezAozañ

Liammoù diavaezAozañ