Alessandro dal Borro
Alessandro dal Borro (1600–56), a oa un den a vrezel ha condottiero toskan, a vrezelas gant Mattias de' Medici e servij an impalaer santel hag a-enep ar pab Urban VII. Brudet e oa da vezañ bras ha kofek ha mennout a reas bezañ poltredet, kof, adc'hroñj hag all.
E vuhez
kemmañMab e oa da Girolamo del Borro, kabiten a vrezel en Arezzo, eus un tiegezh a orin eus Milano. Matematik a studias e Firenze, evit mont da vrzelour. Perzh a gemeras er Brezel Tregont Vloaz e kompagnunezh Ottavio Piccolomini, condottiero eus Siena, a oa bet pedet gant an dug-meur Cosimo II de' Medici da zont da Alamagn da skoazellañ arme e vreur-kaer, an impalaer Ferdinand II, dindan ar jeneral Albrecht von Wallenstein.
Meur a wech e voe trec'h Dal Borro, ma voe roet douaroù dezhañ ha baron e voe e Bohemia.
Unan eus brasañ kabitened ar XVIIvet kantved e voe Alessandro del Borro, ha lesanvet e voe «Terrore dei Turchi» (Spontailh an Durked) . Evit Spagn ha Venezia e vrezelias ivez.
E vab Niccolò del Borro (1644-1690) a voe ofiser en arme ivez, ha mervel a reas en emgann.
Poltred
kemmañLevrlennadur
kemmañ- * Alessandro dal Borro detto "Il Terrore dei Turchi" (it)
- Alessandro Dal Borro - Dizionario Biografico degli Italiani - Volume 36 (1988) (it)
- Antonio Schmidt-Brentano: Alessandro Marchese Del Borro (Borri), Freiherr von Münichhoff In: Die kaiserlichen Generale. 1618–1655. Ein biographisches Lexikon. Wien 2022, S. 66ff. (de)
- Borri, Alessandro Freiherr (Graf) von, Der Dreißigjährige Krieg in Selbstzeugnissen, Chroniken und Berichten (de)