Alexander Robertson

Alexander Robertson (Mòine Muiseig, 1772New York, 1841) a oa un treser, ul livour stadunanat a orin skosat.

Dr. William Beekman, dourlivadur war olifant, ~1795

Ganet e oa bet A. Robertson e Mòine Muiseig (Monymusk), Siorrachd Obar Dheathain (Aberdeenshire) e 1772, mab d'un treser ha tisavour.

An arzoù a studias e Bro-Skos a-raok kenderc'hel gant e studi er Royal Academy of Art e London[1] ha mont war ar vicher a c'harskeudennaouer poltredoù ha dremmvroioù[2]. Gant e vreudeur Archibald hag Andrew e kenlabouras evit engravañ lod eus e oberennoù[3]

E 1791 e voe pedet Archibald da gelenn an arzoù en SUA ; bloaz goude ec'h eas Alexander da gelenn gantañ. En dekvloaziad-se e stalias an daou vreur an aozadur Columbian Academy of Painting e New York, unan eus ar skolioù kentañ evit an arzourien en SUA. Ur vaouez a oa e-touez an deskarded, ar c'harskeudennaouerez Ann Hall[2].

E-tro ar bloaz 1800 e tresas Alexander Robertson ur skeudenn eus Mount Vernon e Virginia, a voe engravet gant ar Saoz Francis Jukes (1745-1812).

E 1802, oadet a 30 vloaz, e tigoras Alexander Robertson e skol arzoù[2][3]

Diskouez a reas oberennoù en National Academy of the Fine Arts e New York ; da gadoriad an aozadur e voe dilennet e 1816[2][3]. E 1821 e voe ezel a enor eus Academy of Fine Arts South Carolina[2].

E New York e varvas Alexander Robertson e 1841, oadet a 69 bloaz.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Avery, Kevin J.. American Drawings and Watercolors in the Metropolitan Museum of Art, Volume 1. New York : Metropolitan Museum of Art, 2002 (ISBN 978-1-58839-060-8)
  • (en) Dunlap, William (1918). A History of the Rise and Progress of the Arts of Design in the United States'. New York : BiblioBazaar, 2009 (ISBN 978-1-116-26664-1)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Avery, op. cit., p. 338.
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 Dunlap, op. cit. p. 425-426.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Avery, op.cit., p. 102