Ann Hall
Ann Hall (Pomfret, Connecticut, 31 a viz Mae 1792 – New York, 11 a viz Kerzu 1863) a oa ul livourez hag ur c'harskeudennaouerez stadunanat.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Ann Hall |
Anv-bihan | Ann, Anne |
Anv-familh | Hall |
Deiziad ganedigezh | 1792 |
Lec'h ganedigezh | Pomfret |
Deiziad ar marv | 1863 |
Lec'h ar marv | New York |
Lec'h douaridigezh | Green-Wood Cemetery |
Tad | Jonathan Hall |
Mamm | Bathsheba Mumford Hall |
Micher | livour, arzour |
Tachenn labour | livouriezh |
Bet studier da | Samuel King |
Oberennoù zo en dastumad | Metropolitan Museum of Art, Cincinnati Art Museum, National Gallery of Australia, The New York Historical |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Brudet-bras e voe e deroù an XIXvet kantved dre he garskeudennoù, poltredoù bugaligoù ha gwragez-nevez peurgetket[1].
Ar c'hentañ maouez o vezañ bet dilennet da ezel an National Academy of Design e New York e voe, hag a-drugarez dezhi e voe diorroet en-dro al livañ garskeudennoù war olifant en SUA[1].
Buhez
kemmañD'an 31 a viz Mae 1792 e voe ganet Ann Hall e Pomfret, e Connecticut, c'hwec'hvet bugel diwar unnek ar mezeg Jonathan Hall hag e bried Bathesba Mumford[2].
Abred-tre e tiskouezas he donezon evit an tresañ, ha kennerzhet war an hent-se e voe gant he zud. Kerkent e klaskas mestroniañ meur a deknik, en o zouez didroc'hañ trolinennoù, mezañ tudennoùigoù gant koar, ober taolennoù diwar vokedoù, ha dourlivañ habaskaennoù.
E-kerzh ur chomadenn e ti famih he mamm e Newport, e Rhode Island, e teskas livañ gant eoul war lien hag ober garskeudennoù dourlivet war olifant.
Pa voe war-dro 16 vloaz, e-tro 1808, ec'h eas da New York da studiañ al livouriezh digant Alexander Robertson. P'edo Ann o pleustriñ e studio an arzour e welas un diskouezadeg taolennoù diwar zorn mistri gozh Europa ; taolennoù arall eus ar Bed Kozh a welas e ti he breur Charles Henry, a oa un den a aferioù a veze alies en Europa hag a zastume livadurioù, eoullivadurioù ha garskeudennoù eno[1].
Er blez 1817 e kemeras perzh en un diskouezadeg en American Academy of Fine Arts e New York, ma lakaas garskeudennoù. E-kerzh ar bloavezhioù 1820 e kuitaas Pomfret da vonet da New York, ma vevas e ti he c'hoar Eliza, a oa livourez ivez, en ur veajiñ alies da Voston[1],[3]. Ur meni saloñs e New York e oa ti Eliza Hall hag he fried Henry Ward : a-hed ar bloavezhioù 1820 betek ar 40 he devoe Anne Hall tro da boltrediñ meur a zen pouezus e metoù sevenadurel New York, ha dre-se da gavout skoazell ha prenerion[1].
E 1825, Asher B. Durand, Thomas Cole hag un dornad livourion arall a ziazezas an National Academy od Design (NAD). Tri blez war-lerc'h e voe degemeret Ann Hall da geneilez an NAD, hag e 1833 e voe dilennet a-unvouezh da ezel ; ar vaouez kentañ e voe, an eil o vezañ Eliza Pratt Greatorex (keneilez e 1869, hogen biskoazh ne voe dilennet da ezel). Biskoazh ne voe Ann Hall e poellgor an NAD, met betek 1852 e voe diskouezet he oberennoù eno.
-
Mrs. Jonathan Hall (Bathsheba Mumford), the Artist's Mother, 1838 (7,6 x 8,9 cm)
-
Ann Hall, Her Sister Eliza Hall Ward, and Her Nephew Henry Hall Ward, 1828 (9,5 x 9,5 cm)
Ur studio he devoa Ann Hall e laez ti he c'hoar, ha kêriz pinvidik a oa he frenerion. Brudet-kenañ e voe ar poltred a reas eus ur sklavez c'hresian anvet Garyfalliá Michálbey (Γαρυφαλλιά Μιχάλβεη, 1817-1830), a oa bet skrapet e 1824 gant Turked e-kerzh Brezel dizalc'husted Gres diouzh an Impalaeriezh otoman ha saveteet e 1827 gant ur Bostoniad he c'hasas gantañ da SUA.
Dizimez e chomas Ann Hall. E ti he c'hoar e varvas d'an 11 a viz Kerzu 1863, oadet a 71 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn emañ he bez[4].
-
Garafilia Mohalbi, 1831
-
Frances Ann Clarkson Goodhue (Mrs. Robert Livingston), 1834 (7,9 x 9,5 cm)
-
Mr. and Mrs. Samuel Ward, 1837 (11,4 x 14 cm)
-
John and Prescott Ward, 1848 (12,7 x 18,4 cm)
Levrlennadur
kemmañ- (en) Ellet, Elizabeth Fries. Women Artists in All Ages and Countries. London : Richard Bentley, 1859, pp. 272-275. Kavet : 24 Here 23.
- (en) Larne, Ellen Douglas. Historic gleanings in Windham County, Connecticut. Providence : Preston & Round Co., 1899, pp. 216-219. Kavet : 24 Here 23.
- (en) McCabe, Lida Rose (28 Mae 1905). Anne Hall, Miniaturist, First American Woman 'N. A.. In : ''The New York Times'. Kavet : 24 Here 23.