Ur pennad Alfonso d'Este zo ivez.
Ur pennad Alfonso III zo ivez.

Alfonso III d'Este (ganet e Ferrara en 1591, marvet e Castelnuovo di Garfagnana d'ar 24 a viz Mae 1644) a oa dug Modena ha Reggio adal 1628 betek 1629.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Cesare d'Este ha da Virginia de' Medici. Un den feuls a oa anezhañ. Un tamm perzh a gemeras er brezel a-enep Lucca e 1613 ha perzh bras en tabut a savas etre tiegezh an dug ha hini an tiegezh Pepoli ken na voe muntret ar c'hont Ercole Pepoli e Ferrara en 1617.

En 1608 e timezas da Isabella Savoia, merc'h d'an dug Carlo Emanuele Iañ Savoia, a gare kement ma voe darbet dezhañ mont da vanac'h goude he marv en 1626, pa varvas er gwentloù eus he fevarzekvet bugel.

D'an 11 a viz Kerzu 1628 e varvas e dad, an dug Cesare, ha setu Alfonso e penn ar stad, met e dibenn Gouhere 1629, en e gastell e Sassuolo, ec'h embannas e tileze ar gurunenn d'he reiñ d'he mab Francescos.

D'an 8 a viz Gwengolo, e Marano e Tirol, e tilezas e zilhad dug da wiskañ sae vurell ar Gapusined, ha da gemer an anv fra' Giambattista da Modena. Prezeger ha misioner e voe hag e-kerzh bosenn 1630-1631 e veze o frealziñ an dud war o zremenvan. En miz here 1632, e tistroas da Vodena met enebiezh a savas outañ abalamour d'e brezegoù ma tamalle boazioù al lez hag ar Yuzevien a veze rediet gantañ da selaou e sarmonioù. Ret e voe dezhañ kuitaat kêr. En em dennañ a reas da vanati Castelnuovo di Garfagnana a voe savet evitañ gant e vab ha dug, hag eno e varvas d'ar 24 a viz Mae 1644.

E vugale

kemmañ

Pevarzek bugel o doe Alfonso hag Isabella, ha darn anezho a varvas en bugel[1]:

Pennad kar

kemmañ
  1. Welf 10