Francesco Iañ d'Este
Francesco Iañ d'Este (Modena, 6 a viz Gwengolo 1610 – Santhià, 14 a viz Here 1658) a oa mab henañ Alfonso III d'Este, dug Modena ha Reggio, ha dug e voe war-lerc'h e dad, a zilezas ar galloud d'ar 25 a viz Gouhere 1629, betek e varv. Ar meurañ priñs eus an tiegezh Este eo bet, a zo bet lavaret.
E vuhez
kemmañE 1630-1631 en doe d'ober gant ar vosenn : 70% eus tud Modena a voe tapet ganti, ha 40% a varvas. Neuze e repuas e torgennoù Reggio Emilia, ma tegouezhas ar c'hleñved diwezhatoc'h ha ma ne voe ken gwazh e reuz, rak ne voe tihet hini eus e diegezh. Kement-se a oa dleet, hervezañ, da'r Madonna della Ghiara, ha neuze e krogas deoliezh an Estensi ouzh ar Werc'hez : he skeudenn eo a vo kavet war kalz a bezhioù moneiz.
E 1631, echu gant ar vosenn, e timezas da Maria Farnese (1615-1646), merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma. Pa grogas Brezel an Tregont Vloaz ez eas a-du gant Spagn hag ec'h aloubas dugelezh Parma. Pan eas da Spagn da gerc'hat an arc'hant dleet dezhañ ne voe roet gwenneg ebet dezhañ ha n'hallas prenañ nemet Correggio evit 230,000 florin.
Goude e voe Brezel Castro, ha mont a reas Francesco a-du gant Venezia, Parma ha Firenze, a-enep d'ar pab Urban VIII, gant ar soñj da adkemer Ferrara. Pa echuas ar brezel, d'an 31 a viz Meurzh 1644, ne oa bet gounid ebet evit kêr Modena. Dre ma n'en doa bet tamm skoazell ebet a-berzh ar Spagnoled e reas emglev gant Bro-C'hall dre hanterouriezh ar c'hardinal Mazarin.
En aner e klaskas aloubiñ Cremona, ha pa seblante Brezel an Tregont Vloaz treiñ mat evit Spagn e klaskas un emglev ganti adarre. Diwezhatoc'h ec'h eas da Vro-C'hall da zimeziñ e vab Alfonso da Laura Martinozzi, unan eus nizezed Mazarin.
Brezeliñ a reas gant Bro-C'hall ha Savoia, kemer Alessandria ha Valenza, e 1656-1657, gant skoazell e vab. E 1658 ec'h aloubas Mortara met tapet e voe gant ar malaria, ha mervel a reas e Santhià tost war-lerc'h, d'ar 14 a viz Here 1658, etre divvrec'h e vab Almerigo.
Goude ma oa kabiten ampart er brezel e oa brudet e demz-spered mat hag e relijion. E Modena e savas Palez an Duged, an Teatro della Spelta, ar Villa delle Pentetorri, ur porzh war an Naviglio hag e nevezas Cittadella.
Dimezioù
kemmañTeir gwech e timezas Francesco :
- e 1631 da Maria Farnese (18 a viz C'hwevrer 1615 - 25 a viz Mezheven 1646), merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma;
- d'an 12 a viz C'hwevrer 1648 gant c'hoar e wreg kentañ, Vittoria Farnese (29 a viz Ebrel 1618 - 10 a viz Eost 1649);
- d'ar 14 a viz Here 1654 gant Lucrezia Barberini (24 a viz Here 1630 - 24 a viz Eost 1699), merc'h da Taddeo Barberini.
Bugale
kemmañGant e bried kentañ Maria Farnese e engehentas nav bugel:
- Alfonso d'Este (1632)
- Alfonso IV d'Este (1634 - 1662) dug adal 1658, a zimezas e 1655 da Laura Martinozzi († 1687) merc'h da Geronimo, ha nizez d'ar c'hardinal Jules Mazarin.
- Isabella d'Este (1635 - 21 a viz Eost 1666). D'an 18 a viz C'hwevrer 1664 e timezas da Ranuccio II Farnese (1630 - 1694), dug Parma
- Leonora d'Este (1639 - 1640)
- Tedaldo d'Este (1640 - 1643)
- Almerico d'Este (8 a viz Mae 1641 - 14 a viz Du 1660)
- Eleonora d'Este (1643 - 24 a viz C'hwevrer 1722), leanez,
- Maria d'Este (8 a viz Kerzu 1644 - 20 a viz Eost 1684). E miz Here 1668 e timezas da Ranuccio II Farnese (1630 - 1694), dug Parma, a oa bet dimezet daou vloaz d'he c'hoar Isabella;
- Tedaldo d'Este (1646)
Digant e eil bried, Vittoria Farnese d'Este, c'hoar-gaer dezhañ, en doe ur verc'h:
- Vittoria d'Este (24 a viz Eost 1649 - 1656), marvet da seizh vloaz.
Digant an trede, Lucrezia Barberini, en doe ur mab:
- Rinaldo d'Este (1655 - 1737), kardinal 1686-1695, dug adal 1694, a zimezas e 1696 da Charlotte Felicitas von Braunschweig-Lüneburg (1671-1710), merc'h d'ar Priñs Johann Friedrich von Braunschweig-Lüneburg.
Eus e 11 bugel e voe 2 a renas, Alfonso ha Rinaldo, a voe duged Modena.
Poltredoù
kemmañ-
Maria Farnese, e bried kentañ
-
Vittoria Farnese, e eil pried
-
Lucrezia Barberini, e drede pried