Alfonso IV d'Este

(Adkaset eus Alfonso IV Modena)
Ur pennad Alfonso IV zo ivez.

Alfonso IV d'Este, bet ganet e Modena e 1634 hag aet da Anaon er memes kêr d'ar 16 a viz Gouere 1662, a oa dug Modena.

Alfonso IV d'Este, Dug Modena. Poltred gant Justus Sustermans.

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Francesco Iañ d'Este, dug Modena ha Reggio, ha d'e bried kentañ Maria Farnese (1615-1646), a oa merc'h da Ranuccio Iañ Farnese, dug Parma.

Dug e voe goude marv e dad e 1658. Mervel a reas yaouank, d'an oad a 28 vloaz.

Eured ha bugale kemmañ

E 1656 e timezas da Laura Martinozzi, unan eus nizezed ar c'hardinal Jules Mazarin.

Daou vugel o doe :

E eontr kardinal, Rinaldo d'Este, pe Rinaldo III Modena, a voe dug war e lerc'h.