An Cheathrú Rua (distaget [əˈçæːɾ̥ˠhuːˌɾˠuːə] (saoznekaet e Carraroe pe Carrowroe[1]) ; "ar c'harter ruz" eo ar ster e brezhoneg) zo ur geriadenn eus Iwerzhon, e kornôg kontelezh Gaillimh. Emañ en arvor Conamara, e-kreiz ar Gaeltacht, ar vro iwerzhonek. Ouzhpenn 60% eus annezidi An Cheathrú Rua a gomz ar yezh-se bemdez[2].

Trá an Dóilín, un aod-traezh

Er geriadenn e vez graet stajoù iwerzhoneg e-pad an hañv : bugale e Coláiste Chiaráin ha Coláiste Cholumba, koulz ha studierien hag oadourien en Áras Mháirtín Uí Chadhain, digoret e 1977 hag anvet diwar ar skrivagner iwerzhonek Máirtín Ó Cadhain. Lojet e vez an deskerien e tiez tud eus ar c'hornad, ma c'hallont ober war ar pemdez gant ar yezh a zeskont.

Notennoù kemmañ

Liamm diavaez kemmañ