Anarawd ap Gruffudd

(Adkaset eus Anarawd ap Gruffydd)

Anarawd ap Gruffudd (marvet e 1143) a oa priñs Deheubarth e mervent Kembre.

Mab henañ Gruffudd ap Rhys e oa.

Pa varvas e dad digantañ e 1137 e teuas da vout e penn priñselezh Deheubarth. E 1138 ez eas gant e vreur Cadell ap Gruffudd a-gevret gant roue Gwynedd, Owain Gwynedd ha breur hennezh, Cadwaladr ap Gruffudd, da lakaat seziz war gastell Aberteifi a oa dalc'het gant an Normaned. Emglev o doa graet an arsailherien gant ur vorlu Vikinged met dilezet e voe ar seziz.

E 1140 ez eas Anarawd da reiñ skoazell da Owain Gwynedd en-dro, pa en doa tabut gant arc'heskob Canterbury diwar-benn envel eskob Bangor.

E 1143 e voe lazhet Anarawd dre dreitouriezh war urzh Cadwaladr, breur Owain. Ma savas droug en Owain, rak un harp divrall e oa bet Anarawd dezhañ, ha war-nes dimeziñ e oa-eñ gant merc'h Owain. Hag eñ neuze da gas e vab Hywel ab Owain Gwynedd da gastizañ e eontr Cadwaladr ha da dennañ digantañ an douaroù a zalc'he e Ceredigion.

War-lerc'h Anarawd ez eas e vreur Cadell ap Gruffudd da roue Deheubarth. E vab, Einion ab Anarawd, a voe lazhet gant e vevel e 1163, moarvat diwar c'hourc'hemenn ar c'hont norman Roger Hereford.

Levrioù

kemmañ
  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)


En e raok:
Gruffudd ap Rhys
Rouantelezh Deheubarth
 
11371143
War e lerc'h:
Cadell ap Gruffudd