Hywel ab Owain Gwynedd
Hywel ab Owain Gwynedd, a varvas e 1170, a oa priñs eus rouantelezh Gwynedd, ha barzh. Mab bastard e oa da Owain Gwynedd, priñs Gwynedd, ha da b-Pyfog, ur vaouez a Iwerzhon, ma vez graet Hywel ap Gwyddeles anezhañ ivez.
E 1143 e voe lazhet Anarawd ap Gruffydd, priñs Deheubarth, gant Cadwaladr, breur Owain Gwynedd, a oa perc'henn war douaroù e Meirionnydd ha Ceredigion. Goulenn a reas Owain digant Hywel neuze mont da skrapañ douaroù e eontr Cadwaladr en hanternoz Ceredigion. Ha Hywel d'ober, ha kemer kastell Aberystwyth kement hag ober, ha c'hwezhañ an tan e-barzh. E 1147 ez eas Hywel hag e vreur Cynan da skarzhañ o eontr Cadwaladr eus e zouaroù e Meirionnydd, ha kemeret e voe gante e gastell e Cynfael.
Kollet e voe kreisteiz Ceredigion gant Hywel avat e 1150 pa deuas Cadell ap Gruffydd eus Deheubarth d'e gas kuit en tu all d'ar stêr Aeron ha pa embannas bout perc'henn war ar vro.
Brezel
kemmañPa varvas Owain Gwynedd e 1170 e savas tabut etre e vibion da c'houzout gant piv ez aje aotrouniezh Gwynedd. Ma voe ret da Hywel tec'hel da Iwerzhon rak e lezvreudeur, Dafydd ab Owain Gwynedd ha Rhodri. En Iwerzhon e savas un arme hag e teuas en-dro er memes bloavezh da c'houlenn e lod eus ar briñselezh, met trec'het e voe ha lazhet en un emgann e-tal Pentraeth en Enez Mon. Eno ivez e voe lazhet seizh mab e dad-kaer Cadifor. Gant ar barzh Peryf ap Cedifor e voe kanet marvnad Hywel hag e lezvreudeur.
Ar barzh
kemmañUr barzh meur e oa Hywel, ha miret ez eus eizh eus e werzioù. An hini brudetañ anezho moarvat eo Gorhoffedd Hywel ab Owain Gwynedd, a gan enno meuleudi d'e vro Gwynedd, d'he c'haerded ha da goantiz he merc'hed.
- Caraf ei morfa a'i mynyddedd Karan e vorva hag e venezioù
- A'i chaer ger ei choed a'i chain diredd Hag e c'hêr 'tal he c'hoad hag he...
- A dolydd ei dwfr a'i dyffrynnedd, Ha pradoù he dour hag he saonennoù
- A'i gwylain gwynion a'i gwymp wragedd. Hag he gouelini gwenn hag he brav wragez
Er barzhonegoù all e kaver meneg eus karantez evit ar wech kentañ er varzhoniezh kembraek, diwar levezon ar varzhoniezh c'hall, eme ar ouizieion. Da neuze e ranker krediñ e oant anavezet gant Hywel.
E vugale:
kemmañ- Gruffudd ap Hywel ab Owain Gwynedd;
- Caswallawn ap Hywel ab Owain Gwynedd.
Levrioù
kemmañ- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co).