Andover (Hampshire)
Andover zo ur gêr eus Hampshire, e Bro-Saoz, war lez ar stêr Anton, un 30 km er c'hornôg da gêr Basingstoke, 30 km er gwalarn da Winchester ha 40 km en hanternoz da Southampton. Un 52 000 a dud zo o chom enni, hag un aerborzh zo (AITA : ADV).
Ur gêr a wiaderien eo bet, hiriv eo kêr an arme vreizhveurat : abaoe 2011 emañ pennkarterioù ar British Army en Andover.
Istor
kemmañE-kichen al lec'h m'emañ Andover e oa, en amzer proviñs Britannia, ur gêr roman anvet Leucomagus[1]. E kroashent daou hent roman bras edo : ar Portway, a gase eus Londinium (Londrez bremañ) da z-Durnovaria (Dorchester bremañ), hag an Icknield Way etre Norfolk ha Wiltshire.
Goude-se, en Xvet kantved, e kaver meneg eus ul lec'h annezet anvet Andeferas en hensaozneg. Ar meneg kentañ a gaver e 950 pa voe savet ur pavilhon chase eno gant ar roue Eadred.
Anv
kemmañA. Leucomagus[2]
- Dizav Ravenna 10621 : LEUCOMAGNO / LEUCUMAGNO / LEUCU MAGNA
Talvoudegezh : ar blaenenn sklaer (skedus ? gwenn ?). Gwelout kembraeg Gwynfa <*Vindo-mag
B. Andover[3]
- Andeferas 955 Cartularium saxonicum 912,
- (in) Andeferan 10 Swithun,
- Andovere, Domesday Book
Talvoudegezh : diwar an doubladur Ann-dubro = anv ar stêr
Lennegezh
kemmañUn darn eus darvoudoù ar romant The ABC Murders, gant Agatha Christie, a c'hoarvez en Andover.
Daveoù
kemmañ- ↑ Roman Britain - Leucomagus
- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
- ↑ Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.