Añforenn

(Adkaset eus Anforenn)

Un amforenn, pe anforenn[1], pe añforenn[2], zo ul lestr pri-poazh eus an Henamzer, daou zorn outo peurliesañ, unan a bep tu, strishoc’h ar penn krec'h evit ar c’hof, a veze miret dourennoù (gwin, eoul) pe greun enno.

añforennoù war ziskouez e kastell Bodrum, Turkia

Anadiñ a reas an añforennoù kentañ war aodoù Liban ha Siria war-dro ar XVet kantved kent J.-K. ha skignet e voent tamm-ha-tamm a-hed an heñtoù kenwerzh. Implijet e vezent gant an Henc’hresianed hag ar Romaned hag e oant an endalc'herioù pennañ evit kas pe miret rezin, olivez, eoul olivez, gwin, eoul, edoù, pesked, ha danvezioù-bevañs all. Savet e vezent a-vras adalek mare an Henc'hresianed hag implijet tro-ha-tro d'ar Mor Kreizdouar betek ar VIIet kantved goude J.-K.. Kemeret e oa bet o lec’h gant endalc’herioù prenn pe kroc’hen goude se.

Talvoudus kenañ ez int evit an arkeologourien. A-drugarez d'un añforenn e c'hallont gouzout alies oad hag orin ur peñse. A-wezhioù ez int bet miret ken mat ma chom dilerc'hioù eus ar varc'hadourezh a oa e-barzh, ar pezh a zegas titouroù pouezus diwar-benn boued an dud a veve war aodoù ar Mor Kreizdouar d'ar mare-se hag a-zivout an heñtoù kenwerzh.

Daou seurt añforennoù pennañ a oa : an añforennoù gouzougek, pa’z a ar gouzoug hag ar skoaz d’ober ur c’horn skouer pa’n em gavont, hag an añforennoù dic'houzoug ma’z eont d’ober ur grommenn dibaouez. Implijet e veze an añforennoù gouzougek abred-kenañ en istor Bro-C’hres met an eil seurt añforennoù a gemeras o flas tamm-ha-tamm adalek ar VIIet kantved kent J.-K. Savet e veze ar pep brasañ dioute gant un troad begek hag a veze sanket en traezh pe en douar blot evit o renkañ a-blom. Talvezout a rae ivez evit o maneañ.

añforenn eus rummad 1B Dressel
1 : genoù - 2 : gouzoug - 3 : skouarn - 4 : skoaz - 5 : kof - 6 : troad
añforenn atikat vras, etre 725 ha 700 kent J.-K.

Cheñch a rae kalz ment al listri-se. Tapout a rae an añforennoù brasañ betek 1,5 metrad uhelder, ar re vihanañ, anvet “amphoriskoï” (añforenn vihan) en henc'hresianeg a oa bihanoc'h evit 30 sañtimetr. War-dro 45 sañtimetr uhelder e oa ar pep muiañ anezhe. En holl ez eus bet kavet war-dro 66 seurt añforennoù disheñvel.

Skoueriekaet e oa lod eus an añforennoù mui-pe-vui. Un añforennad gwin a veze enni war-dro 39 litrad (41 kartad), da skouer. Tamm-ha-tamm e oa deuet an añforenn da vezañ un unanenn vuzuliañ evit al liñvennoù en impalaeriezh roman. Talvezout a rae 19, 65 litrad en Aten ha 26, 26 litrad e Roma, ma veze dalc'het ur stalon er C'hapitolum.

Produet e veze un niver a añforennoù livet-kaer evit lidoù pe abegoù all. Disheñvel e veze o stumm diouzh hini ar re a veze implijet en un doare pleustrek. Genaouioù ledan hag ur sichenn blaen o deveze, gant ur c'horread gwerniset ha klinket gant tresadennoù pe stummoù mentoniezh. Gallout a reer menegiñ an amforennoù panatenek a veze implijet alies evel prizioù da-geñver ar c'hoarioù panatenek a veze dalc'het etre ar VIet kantved kent J.-K. hag an eil kantved kent J.-K.. Un nebeud skouerennoù zo deuet betek ennomp, gant an enskrivadur : “Unan eus prizioù eus Aten zo ac'hanon”. Implijet e veze ivez añforennoù livet evel al loutroforosoù evit al lidoù kañv. Listri zo a veze implijet evit merkañ lec'h ur bez ha lod all evit miret ludu ar re varv.

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Hemon-Huon
  2. Geriadur brezhoneg An Here

Gwelit ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Menegoù

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  • "Amphora" The Concise Oxford Dictionary of Archaeology. Timothy Darvill. Oxford University Press, 2002.
  • "Amphora." Encyclopædia Britannica. 2006