Annus horribilis
Annus horribilis zo ur bomm latin a dalv kement ha bloavezh euzhus
, hag a zo bet distaget d'ar 24 a viz Du 1992, pa oa o lidañ 40vet deiz-ha-bloaz he donedigezh da rouanez, gant Elesbed II Bro-Saoz da zisplegañ petra he doa bevet a-hed a bloavezh a oa war-nes echuiñ[1].
Iskevrennad eus | bloaz |
---|---|
Enebet ouzh | Annus mirabilis |
[...] 1992 is not a year on which I shall look back with undiluted pleasure. In the words of one of my more sympathetic correspondents, it has turned out to be an Annus Horribilis. [...]
[...] N'eus ket eus 1992 ur bloavezh a gounain gant plijadur digemmesk. Da lavaret unan eus ma c'henskriverien hegaratoc'h, ez eo deuet da vezañ un Annus Horribilis. [...]
Un dasson e oa ar bomm-se eus ur bomm all, Annus mirabilis, anv ur varzhoneg gant John Dryden diwar-benn ar bloavezh 1666.
Dre fent e veze kemmet gant farserien ar ger annus en anus
("fraezh").
Kofi Annan
kemmañAdimplijet eo bet ar bomm gant Kofi Annan d'an 21 a viz Kerzu 2004[2] :
There's no doubt that this has been a particularly difficult year, and I am relieved that this annus horribilis is coming to an end.
Hep mar ez eo bet ar bloavezh-mañ unan eus ar re ziaesañ, ha disammet on p'emañ an annus horribilis-se o tostaat d'un diwezh.
Juan Carlos Iañ
kemmañJuan Carlos de Borbón, roue Spagn, a vevas un taer a vloavezh 2007, a voe lakaet da annus horribilis gant kelouennoù Spagn ar mare[3].
Notennoù
kemmañ- ↑ Prezegenn ar rouanez (en)
- ↑ RadioFranceInternational (fr)
- ↑ La Nación, 16/11/2007 (es)