António Costa
António Luis Santos da Costa a zo ur politikour hag un den-stad portugalat ganet d'ar 17 a viz Gouere 1961 e Lisbon. Ezel eus ar Strollad Sokialour Portugalat eo. Kentañ Maodiern Portugal eo bet etre 2015 hag e zilez d'ar 7 a viz Du 2023 goude an Operação Influencer, un oberiadur enep-breinadurezh. Asantet e oa bet an dilez gant ar prezidant Marcelo Rebelo de Sousa, nebeut eurvezhioù goude.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Portugal |
Anv e yezh-vamm an den | António Luís Santos da Costa |
Anv ganedigezh | António Luís Santos da Costa |
Anv-bihan | António |
Anv-familh | Costa |
Anv berr | António Costa |
Deiziad ganedigezh | 17 Gou 1961 |
Lec'h ganedigezh | Lisbon |
Mamm | Maria Antónia Palla |
Breur pe c'hoar | Ricardo Costa |
Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg, saozneg, galleg |
Micher | alvokad, politiker |
Karg | Kentañ Ministr Portugal |
Bet war ar studi e | University of Lisbon, Catholic University of Portugal |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
Affiliation string | Office of the Prime Minister of Portugal |
Strollad politikel | Strollad sokialour |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2017, World Economic Forum Annual Meeting 2018 |
Yaouankiz
kemmañCosta a zo bet ganet e 1961 e Lisbon, Portugal, mab eo d'ar skrivagner Orlando da Costa ha d'ar gazetennerezh Maria Antónia Palla.
An dilez
kemmañD'ar 7 a viz Du 2023, prokulourien portugalat o doa lakaet en dalc'h penn ar gouarnamant Costa, Vítor Escária ha komzet eus João Galamba evel suspet eus un afer goubrenerezh a-fed aotreoù mengleuzierezh litiom, ha produerezh Hidrogen glas. Ouzhpenn 40 lec'h a voe klasket gant ar polis, lod o vezañ reoù gouarnamantel ha reoù all gouaranmant lec'hel, gant burev Escária, ministrerezh ar frammerezh ha ministrerezh an en-dro hag obererezh an hin. Costa a vez gwelet evel suspet da vezañ roet aotreoù liammet gant produerezh litiom hag hidrogen, ar pezh a vo enklasket donoc'h gant Lez uhel justis ar vro.