Antonia Caenis

Antonia Caenis a oa ur sklavez, ganet en Istria (Kroatia hiziv), sekretourez da Antonia Minor (mamm d'an impaler Claudius) hag a zeuas da vout serc'h d'an impalaer Vespasianus goude marv e bried Flavia Domitilla, betek he marv e 74. Hervez Suetonius e oa pried dezhañ e pep tra, nemet hep kaout an anv-se.

Bez Antonia Caenis.

Levezon he devoa war an impalaer hag arc'hant a zastumas evel-se.

Domitianus, mab Vespasianus ha Domitilla, a rae fae warni.

LennegezhAozañ

Buhez Caenis hag he darempred gant Vespasianus a zo danvez ar romant Lindsey Davis anvet The Course of Honour.

LevrlennadurAozañ