Aourgi alaouret
| |||
---|---|---|---|
C. aureus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Canidae | ||
Genad : | Canis | ||
Anv skiantel | |||
Canis aureus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An aourgi alaouret (Canis aureus), anvet ivez aourgi boutin pe aourgi Azia, a zo un aourgi bihan a gaver e su Azia, gevred Europa ha kreiz ha norzh Afrika. Etre 7 ha 9 bloavezh e c'hell bevañ en natur ha betek 16 bloavezh er gwarezva.
Doareoù pennañ
kemmañUr vlevenn ruz-melen gant un tarch war o gouzoug o deus an aourgon. O liv a c'hell kemmañ hervez an amzer hag ar vro avat. Muzuliañ a reont etre 70 ha 85 cm ha pouezañ etre 8 ha 10 kg. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed.
Annez
kemmañAourgon boutin a gaver eus ar Balkanoù betek Thailand ha Sri-Lanka hag e norzh Afrika betek hanternoz Tanzania. Plijout a ra dezho ar rannvroioù sec'h gant nebeut a struzh.
Emzalc'h
kemmañE bagadoù-familh bihan e vev an aourgon alaouret. Ar re vihan a chom gant o zud ur bloaz goude m'eo tizhet o oad-gour ganto d'o harpañ da zesevel ar re yaouankoc'h. Debriñ a reont menned, anevaled bihan ha frouezh. Ar c'houbladoù a chom asambles a-hed o buhez hag asambles e tifennont o zachennad.
Gouennadur
kemmañGoude un dougen 9 sizhunvezh e vez ganet gant ar parezed etre 6 ha 9 c'holen hag a bouez etre 200 ha 250 g.