Aourgi roudennek
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Canidae | ||
Genad : | Canis | ||
Anv skiantel | |||
Canis adustus Sundevall, 1847 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An aourgi roudennek (Canis adustus) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar c'hieged. Bevañ a ra e kreiz ha su Afrika.
Doareoù pennañ
kemmañGris-gell eo blevenn an aourgi roudennek, gant ur roudenn wenn a-hed e bavioù a-raok hag a ya betek e zivlez. Gwenn eo beg e lost du. Pouezañ a ra etre 7 ha 15 kg ha muzuliañ a ra etre 60 ha 80 cm. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed.
Annez hag emzalc'h
kemmañBevañ a ra an aourgi roudennek er c'hoadegoù dreist-holl met e gavout a reer er pradennoù hag er geunioù. Debriñ a ra amprevaned, frouezh ha krignerien bihan.
Gouennañ
kemmañAr c'houlz-parañ a gemm hervez ar rannvedoù. E Suafrika e teraou e miz Even hag echuiñ e miz Du. Genel a ra ar parezed etre 3 ha 6 menn goude un dougen 57 - 70 devezh. O oad-gour a dizhont da 6-8 miz. Daouzek vloaz a c'hellont bevañ en natur.