Er yezhoniezh e vez implijet an termen apoherezenn, apherezenn pe aferezenn (diwar ar henc'hresianeg apo « digant », hairein « lemel ; kemer ») pe raktroc'h[1] (saoz. aph(a)eresis pe procope) evit komz eus ar fed ma vez skarzhet ur sonenn diwar deroù ur ger, dreist-holl ur vogalenn hep taol-mouezh warni.

Degouezhout a ra an apoherezenn a-hed istor ur yezh tra m'ac'h ac'h oc'h en em diorren a-hed ar wezh, da skouer :

Apoherezenn gensonennel
Saozneg:
[k]nife « kontell », distaget ['naɪf]
Finneg:
ranta « aod » diwar an alamaneg [St]rand
Apoherezenn vogalennek
galizeg:
bispo « eskob » diwar al latin [e]piscopu
saozneg:
vanish « mont diwar wel » diwar ar hennormaneg [e]vaniss-

Implijet e vez alies an apoherezenn evit sevel barzhonegoù ha kavet e vez stank ivez e rannyezhoù ha pa gomz an dud buan pe buanoc'h hep soñjal re e live ar yezh implijet gante, da skouer e spagnoleg ' e-lec'h está « eo/emañ ».

Gwelit ivez:

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. geriadur Vallée p. 29b