Ar Marh Dall, pe Ar Marc'h dall hiziv, hervez doare-skrivañ adembannadur 2022 zo ur ganadenn[1] skrivet gant Job an Irien, ha sonaozet gant René Abjean, evit emvod ar Bleun-Brug e Plougastell-Daoulaz e 1979. Kanet e voe en-dro e Gouelioù Kerne e Kemper er bloaz-se. Gwelet eo evel un oberenn arouezel, modern ha kreñv, diwar-benn eztaoladur santadoù ar Vrezhoned dirak cheñchamantoù o emdroadur.

Testenn

kemmañ

An destenn varzhoniel, leun a nerzh hag a lusk, a embann kreñv pegen a-bouez eo derc’hel start da identelezh, yezh hag istor Breizh.

Sonerezh

kemmañ

Un oberenn savet evit al lazoù-kanañ eo p'eo ar sonaozour unan eus ar gwellañ arbennigourien war dachenn ar c'han brezhonek.

Mennad Job an Irien

kemmañ

Da-geñver adembannadur 2022 e voe aterset Job an Irien e brezhoneg gant Julien Meffre[2].

C'hoant' moa da lavaret ne oa ket posubl lezel ur binvidigezh da vont kuit… En ur zaremprediñ René Abjean, tamm ha tamm, em eus lavaret e oa poent cheñch penn d'ar vazh… Ar pezh a zo skrivet er ganaouenn-veur-se a c'hell bezañ talvoudus evit hirio c'hoazh… Me a sante mat er pezh 'moa skrivet azeee oa peadra da reiñ kalon d'ar re a stourm evit ma vije doujañs evit sevenadur ar pobloù bihan.

Pladennlennadur[3]

kemmañ
  • Lazoù-kanañ Kanomp Breizh (renet gant Jean-Marie Airault, rener Mouezh Paotred Breizh), e-pad « kampionad Breizh al lazoù-kanañ 2014 ». Pladenn
  • Laz-seniñ sinfoniek Bulgaria, hag all. Bannoù-heol, 2022. Levr-CD skeudennet gant Geoffrey Berniolle, 52 p.[4]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Pêrig Herbert & Jil Ewan : Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh, 1990, p. 33.
  2. Julien Meffre, « Ar Marc'h dall », testenn ur bobl o stourm ; Le Télégramme, 1 Kerzu 2022.
  3. Ger kavet e-barzh Ménard, Dictionnaire français-breton, An Alarc'h, 2020.
  4. Nelly Cloarec, La cantate Ar Marc'h dall, remise au goût du jour. E-barzh Ouest-France, 1añ Du 2022.