Ar Sonerien Du (mojenn)
Ar Sonerien Du a veze graet eus ur c'houblad sonerien, paour-razh anezhe ha dilhad du en-dro dezhe bepred, hag a gustume seniñ en euredoù ha pardonioù ar Vro-Vigoudenn a-bezh. Istor pe vojenn, eus anv an daou soner du eo deuet anv gant ar strollad sonerien vreizhat Sonerien Du, krouet e 1971.
Ar vojenn
kemmañUn noz, gant o hent distro eus un eured bennak, e oant chomet sac'het en un douflez war hent Kemper hag i mezv-dall evel just. Lakaet e oa bet harz warne gant gwarded a oa o kas daou laer d'ar groug da bPont-'n-Abad. Goude bezañ graet marc'had gant al laeron e oant bet laosket da vont ha krouget e oa bet an daou soner en o lec'h.
Laouen e oa bet holl vourc'hizien ha tud-iliz ar c'horn-bro dre ma vagent kasoni ouzh al lamponed-se, arouez daonet lezigerezh ha mezventi ar Vretoned. Ne voe ket ar memes oferenn gant tudigoù ar vro a savas from bras enno abalamour ma oa ar Sonerien Du mil vrudet ha karet eno, evite da vezañ gwir vezvierien. Douaret e voent e-barzh ur c'hleuz e kêriadenn Ar Justisoù e-lec'h ma oant bet boureviet ha laosket da zisec'hañ : dont a reas o bez da vezañ ul lec'h pirc'hirinaj d'an holl o devoa o anavezet ha tu zo da welet ar maen-baez c'hoazh a-dreñv... archerdi a-vremañ Pont-'n-Abad. Diwar neuze, pa veze torret asiedoù gant ar Bigoudenned o devoa tapet ar boas da vont da stlepel o fezhioù di dre ma veze sañset degas eurvad (hervez ar vrud e vije bet diwallet diouzh ar vosenn tud 'zo o devoa stoket e korf-marv an daou soner merzheriet). Graet e veze bravigoù eus an tammoù feilhans-se.
Graet e oa bet danevell eus an istor-se e 1894 el levr Les Bigoudens de Pont-l'Abbé et les pêcheurs de Penmarc'h et de la baie d'Audierne gant Gabriel Puig de Ritalongi, bigouter anezhañ en desped d'e anv blaz Okitania gantañ. Mard eo gwir pep tra e oa c'hoarvezet e-tro ar XVII pe XVIIIvet kantved dre ma veze graet gant ar c'hrouglec'hioù ingal d'an ampoent.
D'an 23 a viz Gwengolo 1996 e oa dioueliet ar maen-sonn bet gourc'hemennet gant ti-kêr Pont-'n-Abad d'ar c'hizellour breizhat Padrig ar Goarnig evit derc'hel koun eus an darvoud reuzus-se. Bez' ez eus eus ur Straed ar Soner Du er gêr-mañ ivez.
War ar bladenn-arc'hant Steïr e kaver ur ganaouenn, Les Justices he zitl, bet savet d'an 19 a viz Mezheven 1998 gant ar strollad Sonerien Du da enoriñ an daou soner du.
Etre Pont-'n-Abad ha Kemper (2 wech)
A zo bet tapet daou laer : kentañ gerioù ur ganaouenn, Ar Sonerien Du he zitl, bet savet gant Denez Prigent evit e bladenn-arc'hant Holl A-Gevret bet enrollet en Emvod ar Gelted en Oriant 2001 hag embannet d'an 19 a viz Meurzh 2002.