Ar berenn he fer aour hag ar c'horf hep ene

Ar berenn he fer aour hag ar c'horf hep ene zo ur gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel digant ur c'hemener eus ar C'houerc'had (Treger), hag an hini gentañ a lenner e levrenn gentañ Kontadennoù ar Bobl, embannet gant Al Liamm.

Tennañ a ra danvez al lodenn gentañ da hini ar marvailh rus An evn-tan, dastumet gant Aleksandr Afanasyev.