Ar bugel fur
Ar buguel fur pe Dialog e(n)tre un doctor hac ur buguel zo ur skrid brezhonek e gwerzennoù eus an XVIIIvet kantved, hep bloavezh nag anv oberour ebet warnañ.
Ur skrid goapaus eo, 464 gwerzenn ennañ, leun a grennlavaroù. Setu amañ an deroù :
- DIALOG
- Etre un Doctor hac ur Buguel
- An Doctor.
- Bonjour, Mabig : pelêc'h it-hu ?
- Ar Buguel.
- Da glasq ur Mestr e zàn un tu.
- An Doctor.
- Me zo Doctor, ha mar qirit
- Me raï scol dêc'h, mar am pedit.
- Ar Buguel.
- Bet oun er scol gant Doctoret,
- Ha tout o c'havàn borodet,
- O clasq desqi da beb-unan
- Ar pez ne ouzont qet o-unan.
- An Doctor.
- Petra ne oar an Doctoret ?
- Ar Buguel.
- Meur a dra zo ne ouzont qet.
- An Doctor.
- Ha te a oar mui egueto ?
- Ar Buguel.
- Mar qirit, ni a zisputo.
- An Doctor.
- Te da zisput ouz un Doctor !
- Ar Buguel.
- Ho respont a rin gant enor ;
- Ha na oufac'h goulen netra
- Na roin rêzon dêc'h anezâ.
Kanaouenn
kemmañUr ganaouenn heñvelanvet, an hevelep danvez enni ha sinet « François Le Gall » zo anavezet dre follennoù-nij[1].
Levrioù
kemmañ- Embannadurioù anavezet
Notennoù
kemmañ- ↑ Feuilles volantes
- ↑ (fr) Google Play
- ↑ (fr) BnF
- ↑ (fr) BnF