Ar suner-levrioù (heuliad levrioù)
Ar suner-levrioù zo un heuliad levrioù brezhonek evit ar yaouankiz, troet diwar ar rummad gallek Le buveur d'encre, gant ar skrivagner gallek Éric Sanvoisin, a zo o chom en Hilion, war lez bae Sant-Brieg.
Istor
kemmañE 1996 e oa bet boulc'het ar rummad gallek. 9 levr a oa en heuliad e 2015.
An daou levr kentañ eus ar rummad zo bet troet e brezhoneg gant Mark Kerrain, embannet gant Sav-Heol e 2016, lennet ha sonenrollet gant an troer, ha skignet adalek lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg[1].
Al levrioù
kemmañSetu anv an nav levr:
Titl e Brezhoneg | Titl e Galleg | Ar suner-levrioù | ||
---|---|---|---|---|
Bloavezh embann | Bloavezh embann e Brezhoneg | |||
Ar suner-levrioù | Le buveur d'encre | 1996 | 2016 | |
Ar suner-levrioù - Ur blouzenn evit daou | Le buveur d'encre : une paille pour deux | 1998 | 2016 | |
Troidigezh ebet | La cité des buveurs d'encre | 2001 | Diembann | |
Troidigezh ebet | Le petit buveur d'encre rouge | 2002 | Diembann |