Arthur of the Britons
Arthur of the Britons ("Arzhur, roue pe ri ar Vrezhoned") zo un stirad skinwel eus Bro-Saoz, bet krouet gant Peter Miller, Robert Banks Steward ha Terence Feely.
Bez' ez eus 24 fennad ennañ ha skignet eo bet da gentañ gant ar skinwel saoz BBC etre ar 6 a viz Kerzu 1972 hag an 28 a viz Du 1973.
E Bro-C'hall ez eus bet diskouezet daou pe dri fennad war chadenn gentañ an ORTF er bloavezhioù 1973-1974, ha da c'houde daouzek pennad war ar chadenn TF1 e 1977.
C'hoarierien ha tudennoù
kemmañ- Oliver Tobias : Arzhur, roue ar Vrezhoned
- Brian Blessed : ar roue Marc'h a Gernev
- Mickael Gothard : Kai, advreur Arzhur
- Jack Watson : Lludd, an Dorn-Arc'hant, adtad Arzhur
- Rupert Davis : Cerdig, penn-brezel ar Saozon
- George Marishka : Yorath, penn-brezel ar Juted
- Clive Revill : Rolf ar Prezeger
- Gila von Weitershausen : Rowena ar Jutez
Ar pennadoù
kemmañKoulzad kentañ (1972-1973)
kemmañ- Arthur is Dead ("Marv eo Arzhur")
- The Gift of Life ("Ro ar Vuhez")
- The Challenge ("An Dae")
- The Penitent Invader ("An Alouber Morc'hedus")
- People of the Plough ("Pobl an Arar")
- The Duel ("An Duvell")
- The Pupil ("Ar Skoliad")
- Rolf The Preacher ("Rolf ar Prezeger")
- Ennemies and Lovers ("Enebourien ha Karourien")
- The Slave ("Ar Sklav")
- The Wood People ("Tud ar C'hoad")
- The Prize ("An Teñzor")
Eil Koulzad (1973)
kemmañ- The Swordman ("Ar C'hlezeñvour")
- Rowena
- The Prisoner ("Ar Prizoniad")
- Some Saxon Women ("Un Nebeud Merc'hed Saoz")
- Go Warily ("Bezit war evezh")
- The Marriage Feast ("Banvez an Eured")
- In Common Cause ("Dre gengrog")
- Six measures of Silver ("C'hwec'h Muzuliad Argant")
- Daughter of the King ("Merc'h ar Roue")
- The Games ("Ar C'hoarioù")
- The Treaty ("Ar Feur-emglev")
- Girl from Rome ("Ar Plac'h eus Roma")
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Internet Movie Database
- (fr) Sonerezh ar stirad
- (fr) PEPLVM