Auvergne-Rhône-Alpes

rannvro melestradurel Bro-Frañs
(Adkaset eus Arvern-Ron-Alpoù)
Auvergne-Rhône-Alpes
Auvergne-Rhône-Alpes
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Pennlec'h
(prefeti)
Lyon
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro
Amzer gefridi
Laurent Wauquiez
2015-2021
Prefed(ez) Pascal Mailhos
Kod INSEE 84
Poblañsouriezh
Poblañs 8 078 652 ann. (2020)[1]
Stankter 116 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 45° 44′ 25″ Norzh
4° 49′ 10″ Reter
/ 45.7402, 4.8195
Gorread 69 711 km²
Adrannoù
Departamantoù Ain, Allier, Cantal, Droma, Liger, Liger-Uhel, Isèra, Puèi-Domat, Ron, Metropol Lyon, Savoia, Savoia-Uhel, Ardecha
Niver arondisamantoù 39
Niver kantonioù 241
Niver etrekumuniezhioù
Niver kumunioù 4 030


Auvergne-Rhône-Alpes (Arvern-Ron-Alpoù e brezhoneg[2]) zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e gevred ar vro.

Kemeret he deus lec'h div rannvro all a oa diagent — Auvergne ha Rhône-Alpes — d'ar 1 a viz Genver 2016, da-heul ar c'hempenn a zo bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015[3],[4] "Auvergne-Rhône-Alpes" zo un anv da c'hortoz evit ar rannvro nevez, savet diwar strollañ anvioù ar rannvroioù a oa diagent, en urzh al lizherenneg. Un anv a vo dibabet da vat gant ar c'huzul-rannvro nevez, a-benn ar 1añ a viz Gouere 2016, hag a ranko bezañ degemeret gant ar C'huzul Stad a-raok ar 1 a viz Here 2016.[3].

Lyon eo kêr-benn velestradurel ar rannvro.

Notennoù

kemmañ