Asdrubale de' Medici

Asdrubale de' Medici (... – Malta 1565) a oa condottiero italian, mab bastard d'ar c'hardinal Ippolito de' Medici (1511 – 1535), eus Firenze, ha da Giulia Gonzaga, a oa bet skoazellet gant ar c'hardinal pa dec'has rak ar morlaer Barbarossa pa oa o klask skrapañ anezhi.

Yaouank e oa pan eas da varc'heg gant Urzh Malta ha kabiten e voe en enezenn. E 1554 e tec'has kuit eus Malta gant tud all eus Firenze, hag alese da Porto Ercole da vont da servij en armeoù gall evit klask distroadañ e genderv Cosimo Iañ de' Medici, nevez anvet dug Firenze ha war-nes bout anvet kentañ dug-meur Toskana.


Etre 1555 ha 1557 e kemeras perzh e difenn Republik Siena diouzh c'hoant-kreskiñ Cosimo ha diskleriet e voe evel enebour gant e genderv.

Mervel a reas Asdrubale de' Medici e Malta, e 1565.