Giulia Gonzaga (1528-1566) a oa ur briñsez lennek italian eus ar XVIvet kantved.

Poltred Giulia Gonzaga, gant Sebastiano del Piombo.
Kastell Fondi, mirdi hiziv.

He buhez

kemmañ

Ganet e oa Giulia e Gazzuolo, e-tal Mantua, e 1512.
E 1526, da 14 vloaz, e voe dimezet da Vespasiano Colonna (1480-1528), kont Fondi ha dug Traetto (a zo Minturno hiriv), a oa 33 bloaz koshoc'h egeti. Hennezh, kenderv a bell dezhi, mab da Prospero Colonna, a oa intañv goude marv e wreg kentañ, Beatrice Appiani, merc'h da aotrou Piombino, ha tad ur verc'h anvet Isabella. Fall e oa e yec'hed, kamm ha mogn e oa[1]. Giulia, he devoa degaset 12.000 skoed aour evel argouroù. Hêrezh he fried a vije dezhi gant ma ne addimzje ket, ma addimezje ez aje he madoù gant he lezverc'h Isabella (a oa en oajoù ganti moarvat).

He lez

kemmañ

Daou vloaz goude, e Meurzh 1528, e chomas intañvez, ha hi 16 vloaz. Ne fellas ket dezhi addimeziñ.
Brud a voe gant lez Giulia Gonzaga e Fondi tra ma chomas eno, eus 1526 da 1534, aozet ganti da vezañ ur greizenn a sevenadur, skoazellet gant he sekretour, ar barzh Gandolfo Porrino, ma pede tud evel Vittoria Colonna (barzhez kar d'he fried), Marcantonio Flaminio, Vittore Soranzo, Francesco Maria Molza, Francesco Berni, al livour Sebastiano del Piombo - a reas ur poltred anezhi - Pier Paolo Vergerio, Pietro Carnesecchi, hag ar skrivagner spagnolek Juan de Valdés, eus Naplez, a chomas e darempred ganti a-hed e vuhez .

Valdes a skrive mil meuleudi diwar he fenn, evel e Gwengolo 1535, en ul lizher d'ar c'hardinal Ercole Gonzaga, ma konte e oa bet e Fondi «gant an itron-se, ha pec'hed bras eo ne vije ket itron ar bed penn da benn, met krediñ a ran-me eo bet aozet evel-se gant an aotrou Doue evit ma c'hallfemp-ni, tud keizh, kaout plijadur gant he c'haoz hag hegarated paradozel perzhioù a zo par d'he c'hened »[2]. .

Barbarossa

kemmañ

En nozvezh etre an 8 hag an 9 a viz Eost 1534 e voe arsailhet kêr Fondi (e kreisteiz Lazio) gant ar morlaer Khayr al-Din, lesanvet Barbarossa, a oa oc'h ober freuz ha reuz e kreisteiz ar vro abaoe ur pennad, hag a glaskas skrapañ an intañvez koant d'he c'has d'e impalaer Suleyman II. Gallout a reas Giulia tec'hel avat, ma savas droug e Barbarossa, a lazhadegas tud Fondi ha Sperlonga, met diarbennet e voe en Itri.
Hervez teodoù fall an amzer e vije bet iset Barbarossa d'ober e daol gant an tiegezh Colonna abalamour da gaout en-dro madoù Vespasiano Colonna chomet gant an intañvez.

Kardinal

kemmañ

Serc'h e voe d'ar C'hardinal Ippolito de' Medici (1511–1535), eus Firenze, a varvas en Itri e 1535 goude un emgav ganti.

Kouent

kemmañ

22 vloaz e oa Giulia Gonzaga pan eas d'ur gouent da Naplez e 1535, ma en em gavas gant Juan de Valdés e 1536. Sachañ a reas warni evezh Lez-enklask an Iliz, ma rankas skrivañ e 1553 d'ar c'hardinal Ercole Gonzaga da zisklêriañ ne oa ket a-du gant skridoù Valdés.

Bugale

kemmañ

Mamm e vije bet da Asdrubale de' Medici a varvas e Malta, e 1565. Sevel a reas he niz Vespasiano Iañ Gonzaga pa varvas e dad.

He marv

kemmañ

Mervel a reas e 1566, da 53 vloaz. Neuze e voe kavet lizhiri Pietro Carnesecchi e-touez paperioù ar gontez. Servijout a rejont d'an Iliz : kondaonet e voe Carnesecchi d'ar marv ha devet e gorf e 1567.

Lennegezh

kemmañ

Meneget eo anv Giulia gant ar barzh Ludovico Ariosto, en e Orlando furioso (XLVI, 8):
Iulia Gonzaga, che dovunque il piede
volge, e dovunque i sereni occhi gira,
non pur ogni altra di beltà le cede,
ma, come scesa dal ciel dea, l'ammira.

Levrlennadur

kemmañ
  • Camilla Russell, Giulia Gonzaga and the Religious Controversies of Sixteenth-Century Italy (Turnhout, Brepols, 2006) (Late Medieval and Early Modern Studies, 8).

Notennoù

kemmañ
  1. Hervez a skrivas kannad Mantova e Roma, da-geñver aozadur ar c'hontrad-eured: cfr. Bruto Amante, Giulia Gonzaga contessa di Fondi e il movimento religioso femminile nel secolo XVI, Bologna 1896, p. 9
  2. In B. Amante, cit., p. 80.