Astorre Iañ Manfredi

(Adkaset eus Astorre I Manfredi)

Astorre Manfredi, pe Astorgio, (war-dro 1345 – 1405) a oa condottiero en Italia ar XIVvet kantved.


E vuhez kemmañ

Mab e oa da Giovanni Manfredi, a oa bet aotrou Faenza (en Emilia-Romagna a hiziv). Perc'henn e oa d'un toullad mat a gastilli all en ardremez.

Astorre a oa bet o chom ur pennad e Pistoia war-lerc'h d'e dad koll e zomani diwezhañ e Romagna; tri bloaz war-lerc'h marv e dad avat, e 1375, e teuas a-benn da adkemer Granarolo.

In 1377 ec'h adkemeras Faenza, a oa bet aloubet gant ar re Este, gant skoazell e vreur Francesco hag an Ordelaffi.

Aotrou Calamello ha Rontana e voe adal 1375, aotrou Granarolo adal 1377, aotrou Bagnacavallo, Brisighella, Gesso, Fornazzano, San Cassiano, Ceppaiano, Montalbergo, Santa Maria in Montalto, San Procolo ha Castel Laderchio adal 1378, aotrou ha vikel ar pab e Faenza adal 1379, aotrou Savignano adal 1394, aotrou ha vikel ar pab e Fusignano ha Donigaglia adal 1397, aotrou ha vikel ar pab e Montemaggiore adal 1397. D'ar 15 a viz Gwengolo 1404 e voe tennet ar madoù-se digantañ. Aotrou Brisighella ha Val Lemone e oa deuet da vezañ e 1405.

Da gaout arc'hant da zerc'hel d'e zomani nevez e savas ur g-Compagnia di Ventura, ur vandennad goprsoudarded, anavezet evel Compagnia della Stella (Kompagnunezh ar Steredenn). Gopret e voe gant Bernabò Visconti da arsailhat kêr Genova, met pa voe paeet 13 000 florin gant an annezidi ez eas kuit. Pa zeuas en-dro da arsailhat kêr e oa gortozet e soudarded, ha darbet e voe da Astorre bezañ prizoniet.

Er c'heid amzer-se en doa klasket ar breur Francesco kemer ar galloud e Faenza. Bac'het e voe war urzh Astorre e kastell Solarolo. Diwezhatoc'h edo Astorre o vrezeliñ evit Bologna a-enep ar re Visconti. Ken plijet e voe tud Bologna gant e labour evito ma voe roet dezhañ ur palez en o c'hêr

En emgann Portomaggiore ( 16 a viz Ebrel 1395), e voe trec'h war Azzo d'Este, a voe dalc'het gantañ evel prizoniad e-pad bloaz. Bec'h a savas etrezañ ha Niccolò III d'Este, markiz Ferrara. Tapet e voe e vab Gian Galeazzo gant ar markiz, ha diwezhatoc'h e voe graet an eskemm gant Azzo.

E 1400 e voe brezel, abalamour da gastell Solarolo, etrezañ ha Giovanni Iañ Bentivoglio, a oa vikel-vras e Bologna, hag en doa gopraet Alberico da Barbiano.

Arme ar pab kemmañ

E 1404 e voe adkemeret Faenza hag an douaroù tro-dro gant Stadoù ar Pab. Ur pennad c'hoazh e voe Astorre oc'h ober e gondottiero dindan banniel ar pab. Met a-benn ar fin e voe prizoniet war-zigarez e oa oc'h iriennañ da adkemer Faenza dre aozañ un emsavadeg a-enep d'ar pab .

Kondaonet e voe d'ar marv ha dibennet e leurgêr-kreiz Faenza d'an 28 a viz Du 1405. Brud en doa ivez da vezañ un tamm barzh.

E vugale kemmañ

Intañv e oa abaoe tri bloaz pa varvas. Dimezet e oa bet da Lenta de Polenta, merc'h da Guiu de Polenta, aotrou Ravenna. Tad e oa da Giangaleazzo Iañ Manfredi (1410-1416), ha da Antonia (marvet en 1434) a oa dimezet da Alberico da Barbiano, kont Cunio hag aotrou Belgioioso.

Pennadoù kar kemmañ


Levrlennadur kemmañ

  • Rendina, Claudio (1994). Capitani di Ventura. Roma : Newton Compton. 
En e raok Aotrou Faenza Erlerc'hiet gant
Niccolò III d'Este 1377-1404 Stadoù ar Pab