Giovanni Manfredi (1324 - 1373) a oa condottiero er XIVvet kantved, mestr war Faenza adal 1341 betek an 13 a viz Gwengolo 1356, ha perc'henn war douaroù all e Romagna.

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa en Imola, ha mab bastard e oa da Riccardo Manfredi ha Zeffirina Nordigli. Dimeziñ a reas da Ginevra, ha pevar bugel o doe:

E 1340 e voe graet ur marc'heg anezhañ gant e dad. E 1341 e voe anvet da vikel an impalaer gant Loeiz IV Bavaria, hag er bloavezh-se ivez e voe anvet da gabiten ar bobl e Faenza e miz Kerzu. Aotrou Faenza e teuas da vout en 1343.
Goude-se e kreskas e zomani hag aotrou e voe ivez e Romagna e Bagnacavallo ha Bagnara.

Brezeliñ a reas evit Mastino II della Scala a-enep da John of Bohemia. E 1351 e voe gopraet gant Bernabò Visconti evit ober brezel da gêr Bologna ha da armeoù ar pab, ma voe eskumunuget er bloaz war-lerc'h, ha lakaet da zisivouder e 1354.

E 1356 e stourmas pell amzer, a-gevret gant Francesco II Ordelaffi a Forlì, a-raok bezañ trec'het gant jeneral ar Pab, ar c'hardinal Albornoz, ma rankas daskor Faenza d'e enebour ha lezel e zaou vab evel gouestlidi. Fiziet e voent en Tiegezh Carrara eus Padova. En 1357 e kavas gwelloc'h touiñ chom feal d'ar pab. E 1361 avat en em savas adarre a-enep d'ar pab, met c'hwitout a reas war e daol da aloubiñ Faenza hag Imola. Goude e vrezelas hervez ar goproù, e Romagna hag e Toskana.

E fin e vuhez en em dennas e Pistoia, kollet gantañ e holl vadoù, ha mervel eno a eure e 1373.

Liammoù diavaez

kemmañ


En e raok 
Riccardo Manfredi
Mestr Faenza
1340-1356
War e lerc'h
Stadoù ar Pab