Auge
- Evit implijoù all, gwelet Auge (disheñvelout).
Auge pe Bro-Auge (Pays d'Auge e galleg) a zo ur vro hengounel e Normandi, e Bro-C'hall.
En em astenn a ra en departamantoù Calvados hag Orne hag en un tammig bihan eus Eure. Lisieux eo ar gêr vrasañ. Klotañ a ra mui pe vui gant diazad ar stêr Touques.
Ur vro a labour-douar eo, ma vez graet sistr ha calvados gant an avaloù ha ma vez savet saout-laezh d'ober meur a seurt keuz, evel Camembert, Livarot ha Pont-l'Évêque.