Ballon
pajenn disheñvelout
Ballon zo ur ger gallek ha saoznek a orin keltiek a gaver e meur a lec'h :
- e Breizh, Ballon zo ul lec'h geuniek e-kichen Baen-Ballon ma c'hoarvezhas Emgann Ballon etre arme vreton Nevenoe hag arme frank Charlez ar Moal e 845. Sellet e vez Emgann Ballon evel an darvoud a grouas ar vroad vreizhat.
- ballon zo ur ger gallek hag a zeu eus ar ger alamanek Belchen, tennet eñ eus anv an doue keltiek Belenos. Roet e vez da venezioù hag a ra un tric'horn : ar Vogezoù en Elzas, ar Jura e Suis hag ar C'hoad Du e Baden-Württemberg, hag a veze implijet o leinoù gant an Gelted kozh evit enoriñ Belenos, doue an Heol,
- Ballon e saozneg, Balana e gouezeleg, ur gêriadenn en Iwerzhon lec'h ma'z eus un dorgenn a veze implijet gant ar Gelted kozh en Oadvezh an arem,
- Ballon, ur gêriadenn e Bro-C'hall, e Charente-Maritime,
- Ballon, ur gumun kozh e Bro-C'hall, e Sarthe, bremañ e-barzh Ballon-Saint-Mars.