Bann Ploermael
Bann Ploermael a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Setu amañ roll e nav c'hanton:
Lez-varn ar bann
kemmañ- Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, 70 e oant er bann[2].
Dilamet ar bannoù
kemmañGant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[3].
Dave ha notennoù
kemmañ- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù 45 ha 189
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187