Kanton Malastred (1790)

Krouet e voe Kanton Malastred e 1790[1]. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro eus Bann Ploermael e departamant ar Mor-Bihan e oa. Malastred a oa e bennlec'h hag e gumun nemeti.

Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Brasaet e voe ar c'hanton dindan anv Kanton Malastred ivez[2], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Cassini - EHESS Fichenn ar gumun
  2. Cassini - EHESS - Malastred - Fichenn ar gumun