Banniel Europa
Banniel Europa a zo glas gant ur c'helc'h daouzek steredenn velen en e greiz. Degemeret eo bet ent-ofisiel d'an 8 a viz Kerzu 1955 gant Kuzul Europa, d'an 29 a viz Mezheven 1985 gant ar Kenvarc'had (deuet da vezañ Unaniezh Europa).
Banniel Europa | |
Kenfeurioù: | 2:3 |
Kod bannielouriezh | |
Staliadur | 8 a viz Kerzu 1955 |
Savet gant | Arsène Heitz Paul M.G. Lévy |
Livioù |
Arouezelezh
kemmañDiskouez a ra ar stered an uhelvennadoù-mañ: unaniezh, kengred, kendoniezh etre pobloù Europa[1]. N'eo ket liammet ar sifr 12 ouzh un niver bennak a stadoù ezel, met ur skeudenn eus an amzer leun hag ar glokted, evel an daouzek sifr war dremm un eurier, 12 miz ar bloaz, 12 sin ar zodiak, 12 doue Olympos...
Al livour elzasat Arsène Heitz (1908-1989) eo aozer ar banniel, war c'houlenn ar Belgiad Paul M.G. Lévy. Dre ma oa kreñv e feiz katolik e tisklêrias e oa ar glaz hini ar Werc'hez hag ar stered he c'hurunenn, evel deskrivet en Aviel Yann :
« Un arouez meurdezus zo deuet war wel en oabl, ur vaouez gwisket gant heol, al loar e dan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn daouzek steredenn » — Apokalips XII-1
Arouez ar Werc'hez neuze eo banniel Europa ha distag eo an 12 steredenn diouzh an 12 Stad europat kentañ[2], ar pezh a vrouezas Turkia hag ul lodenn vras eus Bro-C'hall.
An arouezelezh a c'hall bezañ tostaet ouzh hini "Kroaz Okitania", gant he 12 pommellenn.
-
Kroaz Okitania
Bannieloù kar o zres
kemmañ-
Unan eus tresoù banniel ar Stadoù-Unanet (1777-1795)
Bannieloù awenet gant Banniel Europa
kemmañ-
Banniel Bosnia-ha-Herzegovina
-
Banniel Kosovo
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Pajenn gouestlet d'ar banniel war lec'hienn Unaniezh Europa
- ↑ Sallenave, Danielle : Dieu.com, Gallimard, 2004, (ISBN 978-2-0707-7045-8)