Bannoù Il-ha-Gwilen
Bannoù Il-ha-Gwilen a voe krouet gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790. Setu roll kumunioù Il-ha-Gwilen a voe lakaet da benn-bann: Baen-Veur, Dol, Felger, Gwerc'h-Breizh, Gwitreg, Moñforzh, Redon, Roazhon ha Sant-Maloù[1]. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù; bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton).
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106