Bazhataerezh

(Adkaset eus Bazh-emgann)

Ar bazhata pe bazhataerezh zo ur sport a vez graet gant ur vazh-emgann.

Implij

kemmañ

Implij ar vazh-emgann, peurvuiañ er salioù-armoù, a zo bet kodet gant ar vistri savate ha sabrenn evit ma vefe ar vazh implijet evel arm-difenn. Implije ar vazh evel objed difenn a zo bet asantet er XVIIIvet kantved. Er XIXved kantved, ar bazh a zo deuet da vezañ un objed eus ar vuhez boutin ha diouzh ar c'hiz evit ar baotred, hag a c'helle bezañ talvoudus en emgannioù.

Tennadoù a zo bet savet, en o zouez hini Leboucher (1843), hini ur skoliad da Michel (tro 1848), hini Larribeau (1853) hag hini Charlemont (1899). Er memes tro, en arme c'hall ez eo bet lakaet da gelenn a-stroll implij ar vazh ha skrivet ez eus bet dornlevrioù evit e implij, allies e liamm gant ar boks gall. Ar gevredigezhioù embregerezh korf ha tior e eil hanter ar XIXvet kantved a ginnig kentelioù bazh-emgann ha bazh. Ar mare brasañ eo evit ar vazh-emgann c'hall ; emgannioù bazh-emgann a zo diskouezet e publik, en o zouez emgannoù Pierre Vigny ha mab Charlemont. Ar vazh a zo zoken e program ar c'hoarioù olimpek Pariz e 1924 e rummad ar sportoù broadel.

Hiziv an deiz e vez c'hoazh kemeret evel arm ar vazh gant plom, da lâret eo lastret er beg. Teknikoù emgann ar vazh n'int ket aet da get e Frañs, hag implijet int gant ar boliserien gant korzoù teleskopek da skouer. Ar vazh-sport (bazh kevezadeg, bazh arm) a zo deuet da well er bloavezhioù 1970 gant Maurice Sarry en deus krouet ar CNCB (comité national de canne de combat); Ur sport emgann lezenet ha kenedeg, met, daoust ma oa anavezet er penn-kentañ, kollet en deus eus e vrud.

Bez ez eus ivez deus un hengoun brezel gant ar vazh treuskast gant ar mestr grenoblad Pierre Vigny e penn-kentañ an XXvet kantved hag en deus servijet evel dave evit Bartitsu hag Edward William Barton-Wright ha d'ar vazh indian, al lathi, lezennet gant ar saozon Lang e 1923. Gouzout a reer gantañ e oa awenet doare Pierre Vigny gant teknikoù ar Calinda stick fighting eus enez Trinidad. Hiriv, tu zo komz eus bazh panache Roger Lafont, a ginnig un doare tostoc'h eus an emzifenn eget eus an emgann. Tu zo c'hoazh menegiñ ar vazh "skourjez" a zo evel un emdroadur eus ar vazh-emgann, dre m'eo bet lezennet gant Maurice Sarry ivez.

Diskrivadur

kemmañ

Evel m'eo bet lezennet er bloavezhioù 1970 evit bezañ implijet er c'hevezadegoù sport, ar vazh-emgann a zo skañv, e koad gwez-kistin hag un tamm stumm ur kon ganti.

Un hirder a 95 sm a zo ganti evit ur mas a 120 g tamm pe damm ha savet eo gant teir lodenn a zo, eus an diaz d'ar penn :

  • ar manchette (15 sm)
  • ar goread parad (la surface de parade)
  • ar goread asantet evit touch (20 sm diwezhañ) (la surface autorisée de touche)

Diskrivadurig an tagadennoù pennañ

kemmañ

Bez ez eus 6 tagadenn lezennet, er vazh kevredad modern (Fédération française de savate, boxe française et disciplines associées) :

  • 2 daol a-gostez(latéral) : latéral extérieur ha latéral croisé, pep hini a c'hell bezañ graet da 3 live :
    • dremm
    • flankenn (evit ar paotred nemetken)
    • kar
  • 2 daol a-blom(vertical) er benn : ar croisé tête hag ar brisé.
  • 2 daol a-blom er c'har : ar croisé bas pe croisé jambe hag an enlevé

Ar 6 teknikoù-se a c'hell bezañ graet gant un dorn pe an hini all, pe c'hoazh o cheñch dorn e kerzh an emgann, ar pezh a ra un taol souezh.

An implij kozh, evel m'eo skrivet e tennadoù ar XIXvet kantved hag ar VVvet kantved, a ziskouez teknikoù taolioù disheñvel. Tu oa neuze ober taolioù en n doare disheñvel eus ar re a-vremañ : treug a-wechoù a-veskell, taolioù oc'h implij lodennoù all ar vazh (taol gant ar beg, taolioù gant seul an arm...) pe touch lodennoù bremañ diffenet evel lodennoù a-us ar c'horf.

Pinvidigezh ar sport-mañ ne zeu ket eus liested e daolioù, met eus an niver a doareoù d'en ober. Mont e-biou, lamm, pechoù, hag all a zo ul lodenn pouezhus en emgann. Al liested a fiñv aotreet a ro dro da pep sportour da gaout e stil dezhañ.

An dilhad

kemmañ
 
Dilhad skañv.
 
Dilhad-kenstrivañ.
  • An dilhad dudi : botoù ha dilhad sport
  • An dilhad skañv : tokarn klezeiataer, manegoù ha garwiskoù da wareziñ an divhar.
  • An dilhad-kenstrivañ : ouzhpenn d'an dilhad skañv, ur chupenn hag bragoù matalaset, hag un touseg evit ar baotred.

Ar renkoù

kemmañ
  • A-raok al lezenn 2003 :
    • 3(de) ha 5vet canne (deraouer) ;
    • 6vet hag 8vet canne (ampart) ;
    • 1 hag Eil derez (mestr).
  • Goude al lezenn :
    • pommeau glas (deraouer) ;
    • pommeau gwer ;
    • pommeau ruz (ampart : tu zo bezañ kasour) ;
    • pommeau gwenn ;
    • pommeau melen (mestr : tu zo bezañ monitour).

Emgannoù

kemmañ

An emgannoù er kenstrivadegoù a vez graet e meur a dro, gant ur padelezh diouzh an tennerien hag an doare kenstrivadeg. Pep touch lakaet a ro poentoù. An emgann n'eo ket paouezet goude un touch. An hini gant ar muiañ a poentoù a c'hounnez

Gorread emgan

kemmañ

An emgannoù a zo graet en ur c'helc'h (9m treuzkiz). Ma ya unan eus an dennerien er-maez eus ar c'helc'h, e paouezer gant an emgann hag ec'h adkroger pa vez bet adlakaet an dennerien er c'helc'h.

Deroù an emgann

kemmañ

Goude bezañ saludet, an tennerien en em lak e stumm garde, pep tenner eus pep tu kreiz ar goread, hag eus pellder garde. Pa za kuit an tredeog, lar a ra "Allez !" ha kregiñ a ra an emgann.

Ar barner hag an tredeog

kemmañ

Evit merañ an emgan, bez ez eus er goread un tredeog o heuliañ an tennerien hag a ziviz pegoulz ha penaos ehaniñ an emgann hag adkemer anezhañ, goude ur fazi, ma 'z eo bet ur c'hoarier er-maez eus ar goread pe m'en deus lasoket e vazh da gouezañ, pe da n'eus forzh peseurt gudenn a c'hell c'hoarvezout e-kerzh un emgann. An tredeog a zo kiriek eus an doujañs da lezennoù ar vazh, ha reiñ a ra evezhiadennoù d'an tennerien ne zoujont ket diouti. Ma n'eo ket trawalc'h, gallout a ra an tredeog paouez an emgann evit goulenn ur pinijadenn. Bez ez eus ivez tri barner, staliet e tric'horn keitkostezeg tro-dro d'ar goread, a ziskouez d'ar merker an touchenoù lakaet (o sevel ur banniel eus liv an tenner en deus merket ur poent), ha diviz a reont ar pinijadennoù goulennet gant an tredeog evit un tenner.

Gwiriegezh un douchenn

kemmañ

Un touchenn a zo gwiriekaet ma z'eo :

  • An tenner en deus touchet en deus doujet d'ar priñsip parad/mont e-biou -> rebarb. Da lâret eo n'eus ket laosket an enebour da touchal anezhañ evit gellet touchañ.
  • An tenner a douch goude un armet (Pommeau ar vazh a dremen a-dreñv ahel al linenn-gein).
  • An tenner a douch gant unan eus ar 6 teknik lezennet, gant ampled (ket sabret), ar d'ar gwellañ gant ar skoaz, an dorn ha beg ar vazh a-hed pa vez touchet.
  • An tenner en deus touchet war ul lodenn aotreet e kenstrivadeg :
    • Kostezioù an tokarn hag ar gael (ma z'eo tuet davet an dremm ha et ma rez ar gael)
    • Ar flankennoù (evit ar gwazed hepken), da lâret eo a-us d'ar gouriz ha dindan ar vruched.
    • An divc'har, da lâret eo a-us d'an ibil-troad ha didan ar glin.
    • Kontet eo evel dañjerus an touchennoù en is-gof, er c'hein hag a-dreñv ar benn.
    • Pep touch war ur zonenn difennet a zo lakaet war evezh gant an tredeog, hervez ar zonenn touchet.
  • An tenner en deus touchet gant loden touch ar vazh (20 sm diwezhañ).
  • An taolioù en traoñ a zo graet gant ur faout.

An taolioù a-hed a zo lkaet war evezh ha pinijennet.

Kontañ ar poentoù

kemmañ
  • 1 Poent evit pep barner en deus diskleriet un douchenn mat.
  • -1 evit pep kastiz
    • Leuskel ar vazh da gouezañ div wech.
    • Mont er)maez eus ar goread.
  • -3 evit pep pinijadenn lakaet gant ar barnerien.

An teknikoù all

kemmañ
  • Ar bazhataerezh gant div vazh war un dro
  • Ar panache (pe bazh chaoson), lec'h ma vez lakaet taolioù troad savate ha teknikoù emzifenn.
  • An tekinkoù bazh emgann hir hag a denn lodenn brasañ an tagadennoù eus reoù ar vazh simpl.
  • Ar vazh difenn a lak gant ar vazh an teknikoù emzifenn.

Levrioù

kemmañ
  • Frañsez Vallée, Ar bazataerez breizek displeget e pemp kentel hag eun daolenn arvest, Sant-Brieg, 1947, 20p.

Liammoù diavaez

kemmañ