Ur pennad Belz (disheñvelout) zo ivez.

Belz (Белз en ukraineg ha ruseg, Bełz pe Bełsk e poloneg, בעלז e yideg ) zo ur gêr vihan e oblast Lviv, en Ukraina. 2 267 annezad a oa e 2019.

Ti-kêr Belz en ur manati dominikat kozh.

Douaroniezh

kemmañ

Emañ Belz nepell eus an harzoù gant Polonia, en ur C'HM ha tri-ugent en Norzh da Lviv.

Kêr Belz zo anezhi abaoe an Xvet kantved da nebeutañ, evel unan eus kreñvlec'hioù ar C'hêrioù Ruz (bro-Rutenia), e-pad ar renadoù tchek ha polonat, da lavaret eo etre an XIvet hag ar XIVvet kantved.

Abaoe 981 e oa Belz e-barzh Rous Kyiv (dukelezh Kyiv, ha goude hini Halych), nemet etre 1018 ha 1031 ma oa e Polonia. E 1366 e voe staget ouzh rouantelezh Polonia gant dinastiezh ar Piast ha gounit a reas brientoù-kêr e 1377 (gwir Magdebourg). Chom a reas polonat betek rannadur kentañ Polonia e 1772.

Etre 1462 ha 1793 e voe ur penn-lec'h voivodiezh, o tremen eus krabanoù Polonia e 1772 da re Impalaeriezh Aostria e 1793. Dindan beli Impalaeriezh Aostria-Hungaria edo e-barzh rannvro Galitsia ha Lodomeria. D'ar mare-se eo e teuas da vezañ kreizenn unan eus an dinastiezhoù hasidek, anvet diwar anv ar gêr. Shalom Rokea'h eus Belz (1779 - 1855), anvet ivez Sar Shalom (Ministr ar Peoc'h) a voe ar Belzer Rebbe kentañ, etre 1817 ha 1855.

Etre 1919 ha 1939 e voe staget Belz en-dro ouzh Polonia. Pa darzhas an eil Brezel-bed e oa e Belz 6100 annezad, en o zouez 3600 Yuzev, 1600 Ukrainad ha 900 Polonad.

Ac'hubet e voe ar gêr gant an Alamagn nazi eus 1939 betek 1944, ha staget ouzh Gouarnamant hollek Polonia. Emañ Belz war ribl kleiz ar stêr Solokiya (adstêr d'ar Boug) hag a oa an harzoù etre Alamagn hag an URSS e 1939-1941.

Al lodenn vrasañ eus ar Yuzevien a deuas a-benn da dec'hel kuit er Reter a-raok an ac'huberezh alaman. Staliañ a reas an Alamanted ur c'hamp labourioù ret lec'h ma oa bac'het Yuzevien ar c'hêrioù amezek. D'an 2 a viz Even 1942 e voe deportet e-tro 1000 den eus Belz da Hrubieszów ha goude deportet da Gamp-diouennañ Sobibor. Kement-all a c'hoarvezas e miz Gwengolo 1942 gant ar 504 Yuzev a oa chomet e kêr[1][2].

Goude ar brezel e voe dalc'het an tiriad gant Polonia betek 1951. Goude bezañ graet un cheñchamant bihan d'an harzoù e tremenas d'an Unvaniezh Soviedel ha lakaet e voe e-barzh Republik Sokialour Soviedel Ukraina. Abaoe 1991 emañ e-barzh Ukraina dizalc'h.

Poblañs

kemmañ

Niveradegoù (*) pe priziadennoù ar boblañs[3] :

Emdroadur ar boblañs
[[Skeudenn:{{{fichennaoueg_skeudenn}}}|290px]]
[[{{{livour}}}]], {{{bloavezh}}}
{{{doare}}}
{{{uhelder}}} × {{{ledander}}} cm
[[{{{mirdi}}}]]

Relijionoù

kemmañ

Ur gêr a bouez e voe Belz evit Yuzevien Galitsia, ha sez kozh unan eus an dinastiezhoù hasedek.

Belz zo ivez ul lec'h pouezhus evit ar Gatoliked ukrainat ha polonat peogwir e oa lec'h annez Gwerc'hez zu Częstochowa sañset e-pad meur a gantved betek 1382, ar bloaz ma voe kemeret an ikonenn gant Władysław Opolczyk, priñs Opplen[4].

Skeudennaoueg

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ