Bernard-René Jourdan de Launay

Bernard René Jourdan, markiz de Launay (8 pe 9 a viz Ebrel 1740 ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1789, a oa gouarnour diwezhañ toull-bac'h ar Bastille. Mab ar gouarnour e oa ; e penn gwarnizon an toull-bac'h roueel e oa d'ar 14 a viz Gouhere 1789, pa voe taget ar Bastille gant pobl Pariz.

Bernard-René Jourdan de Launay
Bernard-René Jourdan de Launay

MarvAozañ

De Launay a oa da vezañ kaset e ti kêr Pariz. War an hent e voe lazhadeget gant tud kounnaret. Taolioù kleze-fuzuilh hag un tenn a vez roet dezhañ. Hervez an testoù ez eo Launay e-unan en devoa roet lañs d'al lazhadeg. Roet en devoa un taol troad d'ur c'heginer anvet Desnot ken ma oa strafuilhet. Troc'het e voe e benn gant ur gontell ha lakaet war ur pik pourmenet dre kêr.