Bertègn Galèzz

(Adkaset eus Bertaèyn Galeizz)

Bertègn Galèzz, bet Bertaèyn Galeizz, a zo ur gevredigezh sevenadurel vreizhat he deus da bal broudañ ha ledañ anaoudegezh ar gallaoueg e-touesk an dud. Krouet e 1976 gant an anv Amis du Parler Gallo, e teu da vezañ Bretagne Gallèse e 1983 ha da c'houde Bertaèyn Galeizz. Arouezius eo ar c'hemm anv-se eus ledanadur palioù ar gevredigezh a dremen eus an dastum da dalvoudekadur ar gallaoueg. E 1978 e oa bet krouet kazetenn ar gevredigezh, Le Lian (anvet Le Liaun da c'houde). Goude meur a vloavezh e oa bet paouezet da embann ar gazetenn e stumm paper er bloavezhioù 2000. E 2009 e oa bet adlañset ar gazetenn, dindan ur stumm elektronek an taol-mañ. E Roazhon emañ sez ar gevredigezh.

Bertaèyn Galeizz a aoz ar festival Mill Góll

Ezel eo Bertaèyn Galeizz eus Kuzul sevenadurel Breizh, Défense et Promotion des Langues d’Oïl pe c'hoazh Skeudenn Bro Roazhon...

Obererezhioù

kemmañ

Ur greizenn diellaouiñ vras war ar gallaoueg ha sevenadur "Bro-C'halloù" zo bet savet gant ar gevredigezh. Kavout a reer eno un diaz roadennoù dre urzhiataer enni muioc'h eget 100 000 pennger diwar-benn glad yezhel Breizh-Uhel.

Ul labour kelaouiñ an dud diwar-benn ar gallaoueg a vez graet gant Bertaèyn Galeizz, aozet e vez da skouer abadennoù e lec'h ma vez implijet ar yezh-se evit eskemm ha titouriñ an dud. Meur a zarvoud diwar-benn ar gallaoueg, en o zouez ar festival Mill Góll (Mille Goules) e miz Gwengolo war plasenn ar parlamant e Roazhon, a vez aozet gant Bertaèyn Galeizz, sonadegoù, abadennoù pe divizoù a zo. Gant Bertaèyn Galeizz 22 e vez aozet Le gallo en scène er Pentevr, un doare eo evito da ziskouez pouez ar yezh e sevenadur bro Lambal.

 
Panelloù divyezhek Gallaoueg-Galleg e Parzieg

Aozañ a reont kentelioù ha stalioù-labour war ar yezh pe c'hoazh deskoniadurioù pe stajoù. Tro o devez an nevez-c'hallaouegerien da selaou tud a gomz a-vihanik e-pad ar Ramilhaéy de Mots (dastumad gerioù) e-lec'h ma komzer eus un tem eus ar vuhez pemdeziek.

Kaset e vez da benn ul labour evit ma vefe anavezet ar gallaoueg gant an ensavadurioù publik hag evit gwir an dud da implijout ar gallaoueg mar fell dezho. Ur c'henlabour a vez etre ar strollegezhioù lec'hel (rannvro, departamantoù, tiez-kêr...) ha Bertaèyn Galeizz evit lakaat e pleustr ur politikerezh a-fed yezh ha sevenadur.

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.