Bertha Torino (1051-1087)

Bertha Torino (1051-1087), pe Bertha Savoia, Bertha de Maurine, a oa ur briñsez eus Savoia hag a deuas davout impalaerez santel.

Bertha Torino


He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Oton Iañ Savoia (war-dro 1023-1060) ha d'e bried Adelaid Susa (1016-1091), pe Adelaid Torino. C'hoar e oa da

Dimeziñ a reas e 1066 da Herri Frankonia a voe dilennet da impalaer santel e 1084. Ne gare ket e wreg ha meur a serc'h en doa. Klask a reas terriñ an eured, met nac'h a reas ar pab reiñ e aotre dezhañ.

Bec'h a voe etre an impalaer Herri IV hag ar pab Gregor VII, eskumunuget e voe Herri, ma rankas plegañ en un abadenn brudet a c'hoarvezas e Canossa e miz Genver 1077.


He mamm Adélaïde de Suse hag he breur Amédée II de Savoie a eas da hanterourien etre ar pab hag an impalaer, hag a sikouras Herri. Hag an impalaer a roas Bugey da Amédée II de Savoie, ha markizelezh Ivrea da Adélaïde de Suse.


Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Pemp bugel o doe Bertha ha Herri:

  • Adelaid (1070 - 1079)
  • Herri (ganet ha marvet en 1071)
  • Agnese Frankonia (1074 - 1143) a zimezas da Frederig Iañ dug Swabia da gentañ ha, pa voe intañvezet, da Leopold III Aostria
  • Konrad Germania (1074 - 1101) : dug Lotharingia Izel, dug Lothier, markiz Torino (1076-1087), roue ar Romaned (1087-1098), roue Italia (adalek 1093 betek 1098).
  • Herri, a renas war-lerc'h e dad evel Herri V, impalaer santel (1086 - 1125)

He marv

kemmañ

Mervel a reas e 1087, da 36 bloaz. Beziet e voe en iliz-veur Speyer


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.