Bet
Eil lizherenn meur a abjad semitek eo bet(h) (ti), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ב) , siriek (ܒ) hag arabek (ﺏ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kentañ ouzh hini un ti.
Distaget e vez (LFE) [b]. En hebraeg e vez distaget [b] gant dagesh (בּ) ha [v] hep dagesh (ב).
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek beta B, estruskek (𐌁), latin B ha kirillek B ha Б.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 2.
Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |