Bethan Gwanas
Bethan Gwanas (Bethan Evans hervez hec'h anv ofisiel), zo ur skivagnerez kembraek, ganet d'ar 16 a viz Genver 1962 e Dolgellau, ha savet e kembraeg hervez doare ar vro.
17 levr he deus skrivet, ken evit krennarded pe deskerien gembraek, ken evit kembraegerien. Un aotreegezh c'hallek he deus tapet e skol-veur Aberystwyth hag e 1985 he deus gounezet ar Gurunenn en Eisteddfod yr Urdd. Bet eo o chom e Bethesda, Kerdiz, Nigeria, ma kelenne saozneg, ha Bro-C'hall, a-raok mont da Rhydymain da chom.
Bugaleaj
kemmañMaget e voe en un tiegezh er Brithdir nepell diouzh Dolgellau, e Gwynedd. Evans eo hec'h anv tiegezh. "Gwanas" eo anv ar vereuri, savet e 1838. E Dolgellau eo bet en Ysgol y Gader. He zad, Tom Evans, zo baritone, ha div wech en deus gounezet ar Rhuban Glas (Seizenn c'hlas) en Eisteddfod, ha bet eo o kanañ betek er Sydney Opera House. Daou albom, en deus graet, Ave Maria hag Encore, gant lanaouennoù e meur a yezh eus Europa. Bethan avat n'eo ket kanerez tamm ebet.
Hervez Yr Herald Cymraeg[1] e oa Brownie Tales, gant Enid Blyton, a oa he levr muiañ karet en he bugaleaj, emañ al levr ganti bepred, nemet chaoket eo bet un tamm ar c'hein anezhañ gant he c'hi bihan Del, ur Welsh collie.
He labour
kemmañA-raok ma teuas brud dezhi evel skrivagnerez he deus labouret evel kelennerez galleg, kelennerez saozneg, ha pennvuhezourez en Urdd e Glan-llyn, e-tal Y Bala (e-kichen ar gêr dezhi), hag ivez aozerez abadennoù skingomz gant Radio Cymru.
E 2003 e tilezas he labour evel bruderez lennegezh gant Kuzul Gwynedd evit bezañ skrivagnerez hepmuiken.
E 1997 e oa bet embannet he levr kentañ, ma konte penaos e oa bet hec'h amzervezh labour gant ar VSO e Nigeria.
Goude eo bet filmet he romant Amdani!, diwar-benn ur skipailh rugbierezed, da skignañ en S4C, ha berzh a reas.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (7.3.2007)